Produet e Breizh a sin an emglev Ya d'ar brezhoneg e Kuzul-rannvro Breizh

Communiqué de presse publié le 18/12/09 9:31 dans Economie par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/16/16920/16920_1.gif

Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d'ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouëssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinañ.

Divizet ez eus bet gant Produet e Breizh, enni 225 embregerezh a labour evit 60 gennad labourerezh e 5 departamant Breizh, kas da benn 10 ober a c'hello kreskiñ plas ar brezhoneg er framm hag en darempredoù gant an mediaioù hag an dud dre vras.

Meur a wezh en amzer dremenet e oa bet lakaet ar brezhoneg war wel gant Produet e Breizh da-geñver koulzadoù brudañ (ar c'houlzad « Plijadur penn-da-benn », da skouer, e metro Pariz (voir notre article)). Hag emañ e soñj kenderc'hel gant koulzadoù all evit brudañ poduioù ar vro e brezhoneg.

Ar skoroù kehentiñ (follennoù pleg-dibleg evit Gouel Erwan, ar gazetenn « Le Phare », al lec'hienn genrouedad) a vo kinniget en div yezh, penn-da-benn pe evit darn.

Produet e Breizh a zisplego d'e izili ster ar sinadur gant an Ofis ha broudañ a raio an embregerezhioù da dostaat ouzh an Ofis a-benn siñañ an emglev Ya d'ar brezhoneg.

Mod-all e vo gwelet brezhoneg war kartennoù-bizit an implijidi, ar paper-lizher ha goloioù lizher ar framm.

Aes eo vo kas da benn an holl oberoù-se dre ma'z eo brezhoneger rener nevez Produet e Breizh.

Un arouez bras eo ar sinadur-se dre ma kreñvay ur wezh ouzhpenn al liammoù etre armerzh ha yezh.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.