Pevar levr nevez e brezhoneg embannet e ti Skol Vreizh

Présentation de livre publié le 10/12/09 13:13 dans Langues de Bretagne par Jean-René Le Quéau pour Skol Vreizh
t:4
https://abp.bzh/thumbs/16/16863/16863_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16863/16863_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16863/16863_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16863/16863_4.jpg

.

I — Divroañ (Bretagne, terre d'exil, Bretagne, terre d'asile ?...), ar pezh c'hoari nevez gant Strollad Ar Vro Bagan.

Renket gant Goulc'han Kervella evit Ar Vro Bagan, ur pezh-c'hoari savet diwar enklaskoù tud Ar Vro Bagan, komzoù tud divroet, o bugale pe o bugale-vihan ; skridoù (barzhonegoù, kanaouennoù, danevelloù) barzhed ha skrivagnerien ha labourioù istorourien ha kazetennerien.

– Levr keinet, 112 pajenn, 12 x 18,5 sm, moullet e du, paper bouk, golo e liv. 8 € + Frejoù kass evit netra.


II — Distro an noziganed gant Jean-Claude Le Ruyet, tresadennoù gant Maëlen Le Ruyet

Setu amañ teirved lodenn an testennoù barzhoniel evit bugale ar skolioù. Evel en div arall, Pik ha Pik ha Kole kamm ha Kan an Toudig glaz, e vo kavet atav 81 testenn enne. Evel kustum ivez hon eus savet an testennoù evit boud implijet e Breizh a-bezh, dindan an daou standard sanañ a vez kavet er skolioù hiziv : ar standard KLT hag ar standard W (gwenedeg), test anezhe ar BZH a lakaomp war hon otoioù.

Distro an Noziganed
Ankouaet hon eus, ne gav ket deoc'h ?
Ar pezh a ouiemp gwezhall gozh.
Gwezhall e welemp kalz spisoc'h
Mallozh ! Mallozh ! Mallozh ! Mallozh !
En-dro dimp, ya, e vew boudoù
Hag a labour noz-deiz didrouz
Ewid ar mor hag an douaroù
Hag a zo, hiziw, daet ken louz.
Poan o dez 'netaad ar mor,
Aesaad ar stêrioù fallvlazuz,
Sioullaad an douar e fulor,
Ha sikour ar gwenan strivuz.
Poan o dez, ya, ha muioc'h-mui,
Ha ni ! Mallozh ! Mallozh ! Ha ni
A soñj dimp n'eo ket 'maed koñchoù,
Pe sorbiennoù bugaligoù !
Dait en-dro 'ta, Noziganed,
Barbiganed, Sabaterion !
Dait Koriled, Korrandoned,
Polpiganed ha Kilherion !
Penaoz ober ? Pesort labour ?
Arabad deoc'h hon dilezel !
Na chomit ket mui diwar-wel :
Dober hon eus ag ho sikour !

– Levr keinet, 192 pajenn ; 12 x 18,5 sm. moullet e du, golo e liv. 9,50 € (10 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.


III — An damez pikez, gant Pouchkine, troet gant Jakeza Al Lae

E Sant-Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù kenken. Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : gouzout a ra homañ pere eo an teir c'hartenn drec'h ! Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ? N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket engortoz divizout gant un tasmant, avat !

– Levr keinet, 72 pajenn ; 12 x 18,5 sm, paper bouk, moullet e du, golo e liv. 5,70 € (6 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.


IV — Son ar sell, heuliet gant Ar Scorv, gant Herri ar Borgn

N'eus ken nemet telenn ar barzh a vank da vouezhioù Herri Ar Borgn. Un den kar d'an natur ha d'al loened anezhañ, mignon d'an dud gwasket pe droukskoet gant ar vuhez e Breizh hag er bed a-bezh, dalc'her memor e vro ; gouzout a ra, gant e sell lemm hag e skouarn danav, hor c'has d'e ved dudius, hor heñchañ war e zouaroù frouezhus ha kevrinus...

O brumenn, o brumenn a lak an douar en go
Hag ar boudoù da zoug, moug o zrouz, pep krouañs
O brumenn a gas aer da skevent an hadoù
Ha buhez d'al liorzhoù ! Brumenn, mamm ar c'hreskañs !

– Levr keinet, 112 pajenn ; 12 x 21 sm, moullet e du, golo e liv, paper bouk. 11,40 € (12 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.

(voir le site) de Skol Vreizh pour y effectuer également votre commande directement en ligne.


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.