Emañ Divskouarn o tuta un Diorroer Raktresoù

Offre d'emploi publié le 9/12/09 6:02 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

- Kevrat Termenet he Fad war daou vloaz, - leun amzer, - gopr live 4 emglev a-stroll ar buheziñ, - kregiñ ganti d'an 18 a viz Genver 2010, - lakait hoc'h anv betek ar 4 a viz Genver d'an daveennoù e traoñ ar bajenn.

DOARE DEN :

- Skiant prenet war dachenn ar c'hevredigezhioù. - Gouest da gehentiñ hag emren mat. - Stummet war ar ren raktresoù. - Gouest da gevrediñ, d'en em lakaat diouzh an darvoud ha da labourat dre ur rouedad. - Anaoudegezh bed ar re vihan. - Komz ha skrivañ brezhoneg. - Saozneg flour skrivet ha komzet. - Prest da vont ha dont el live broadel hag etrebroadel.

1. KEFRIDI

Dre zileuriadur digant ar c'hargad raktresoù, eo karget-eñ da ziorren ar raktresoù kevredigezhel diouzh an hentoù a vo bet lakaet gant ar c'hargad raktresoù ha gant ar gevredigezh, en eur deurel evezh ouzh kempouez ar c'hontoù.

Karget eo da lakaat e pleustr oberioù rannvroel ar raktres MELT (Multilingual Early Language Transmission), hemañ arc'hantaouet gant Unvaniezh Europa. Aozet eo ar raktres-mañ dre ar rouedad european NPLD, kenlabouret vez warnañ gant kefridi ar brezhoneg Kuzul-Rannvro Breizh.

2. E BLAS ER HIERARKIEZH

Dindan atebegezh ar c'hargad raktresoù eo, dezhañ e rank rentañ kontoù eus e labour.

3 . KARGOÙ 3.1. Diorren raktresoù ar gevredigezh

- Gallout a ra kenlabourat gant ar c'hevredadoù pe strolladoù all e klot o labour gant hini Divskouarn. - Labourat a ra da harpañ (sikour metodologel ha teknikel) ar c'hevredigezhioù ezel pe ar strolladoù-raktres hag a labour evit an divyezhegezh-abred Brezhoneg/Galleg.

3.1. Diorren raktres MELT

- Prientiñ ha heuliañ oberioù rannvroel ar raktres MELT (Multilingual Early Language Transmission), - Kemer a raio perzh e-barzh ur c'hendiviz european, - Treiñ a raio teulioù ar raktres (saozneg-galleg-brezhoneg).

DAVEENNOU :

DIVSKOUARN, 12 straed ar Marn, 29260 LESNEVEN, 09 60 04 79 83, divskouarn403@orange.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?