Degemer a ra Ofis ar Brezhoneg ar c'homiser europat e karg eus al liesyezhegezh.

Communiqué de presse publié le 9/12/09 1:57 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/16/16832/16832_1.gif

Da-geñver e droiad e Breizh d'al Lun 7 a viz Kerzu e Roazhon en deus bet c'hoant an aotrou Leonard Orban, komiser europat e karg eus al liesyezhegezh da gejañ ouzh an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn, prezidantez an Ofis he deus kinniget stad ar brezhoneg dezhañ, ar c'hudennoù a sav hag an araokadennoù a zo bet er bloavezhioù tremenet evit gwarantiñ un dazont digoumoul d'hor yezh.

Degaset en deus da soñj an ao. Orban pegen pouezus eo evit Unaniezh Europa difenn al liesyezhegezh o kemer e kont n'eo ket ar yezhoù Stad hepken met an holl yezhoù all evel ar brezhoneg.

Displeget en deus e oa damheñvel stad ar brezhoneg ouzh hini yezhoù all en Europa.

En e droiad en deus gallet komiser Europa gweladenniñ skol Diwan Roazhon ha priziañ ar bedagogiezh kelennet eno heñvel-mat ouzh ar pezh a vez graet e broioù liesyezhek all eus Europa.

Kendalc'het en deus e weladenn o kejañ ouzh Jean-Yves an Drian, prezidant ar C'huzul-rannvro ha Daniel Delaveau, maer Roazhon.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?