tap da sac'h

Rapport publié le 7/12/09 5:32 dans Langues de Bretagne par Kristian Le Bras pour Kristian Le Bras
b2ot3ahkvkiox4op.mp4

Dec'h e Plouzeniel. Arvest diwezhañ ar Vro Bagan : Divroañ. Leun ar sal. N'eo ket souezh : boaz eo Plouzeniel da zegemer bernioù tud tro-dro d'ar brezhoneg (rouez awalc'h ar re yaouank, met petra 'ri ?), hag ur pezh nevez gant re Blougerne… Enklaskoù don zo bet kaset da benn gant tud AVB 'benn taolenniñ buhez ar Vretoned aet da glask o bara 'maez deus o bro : Trelazé, e-kichen Angers, Arc'antina, Kanada hag USA, Paris evel-just, an Dordogne… Diwar-se zo bet savet gante un destenn vrav, leurennet evel ma oar GK hag e genseurted ober : son ha ton, skeudenn, taolennoù leun a vuhez, brezhoneg plaen ha kempenn… Dreist pep tra neuze ? Lod a lâre goude an abadenn e vefe bet mat divegañ un disterañ, ha dreist-holl tennañ al lodenn diwezhañ - gouestlet d'an divroidi o tont da Vreizh -, a ne junt ket re gant ar peurrest. Ne vern, kit buan da welet ar pezh kinniget gant ar Baganiz. Goulenn : perak ne vefe ket bet Frañs3 aze o filmañ an abadenn evit tennañ ur film un eur hanter diwarni ? Gant an diouer a faltazi e brezhoneg a zo…


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?