Priz an danevell e brezhoneg ti-kêr Karaez

Appel publié le 28/11/09 14:20 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16733/16733_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16733/16733_2.jpg

Divizet eo bet gant an ti-kêr Karaez kinnig ur priz evit un danevell skrivet e brezhoneg. 1500 euro a vo roet d'an hini ez aio ar maout gantañ. Un doare evit ti-kêr Karazez da vroudañ ar skrivagnerien hag emichañs ar re yaouankañ, treut ar peuriñ ganto a-wechoù.

An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un ti-embann. Reolennoù resis ar priz a vo kavet war lec'hienn an ti kêr a-benn nebeut : (voir le site)

Priz kentañ ti-kêr Karaez a vo roet da vare gouel al levrioù, da lavarout eo e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here 2010. An danevelloù a ranko bezañ kaset da ti-kêr Karaez a-raok ar 15 a viz Mezheven.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?