Gabriela B., Bandenn treset troet e brezhoneg gant Alan Monfort

Présentation de livre publié le 27/11/09 12:36 dans Cultures par Yoran Delacour pour Éditions Yoran Embanner
t:1
https://abp.bzh/thumbs/16/16722/16722_1.jpg

Istor klok e tri levr lakaet en ul levrenn embannet e ti Yoran Embanner

Senario:Dominique Robet Tresadennou:Alain Robet

Derou an XIXvet kantved, war aodoù Mor Breizh. Ur vorbreizhez yaouank republikan, Gabriela Baudriand a glask terriñ irienn diwezhañ ar roueelourion, renet gant Kadoudal ha kavout drouklazher he zad. Gant Gabriela, harozez kalonek ha youlek - ha lakaet bresk en abeg d'he istor dezhi - emañ al lennerion o tizoleiñ bed ar mor er XIXvet kantved. Le Renard bag vrudet Surkouf zo bet skouer La Flamboyante, bok Gabriela, bag hebleustr hag herrek war aodoù Mor Breizh, arveret gant ar vorbreizherion hag ar floderion.

War un dro ez eo ar vandenn treset dre klezeier ha kabelloù-mañ un istor deskoniañ, ur stirad spierezh, ur vandenn treset istorel, un dezrevell a-zivout ar vorbreizherion, ur vrav a istor a garantez hag ur c'hlask bredek. Un afer a enor eo ivez...

Kinniget ez eus 12 pajennad livadurioù ha tresadennoù prientiñ savet gant Alain Robet war al levrenn-mañ.

Alan Monfort eo troour e brezhoneg an istor-mañ. Troet en deus “Gaston Lagaffe” n° 14 ha n°10.

Da werzhañ en holl levrioù, tiez ar Gwask hag ar stalioù bras. Kein lienet, kein karrez - Houarn da alaouriñ - 23 x 31 cm - 160 p- ISBN 978-2-916579-23-8 - 39€


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.