Treger-ha-Goueloù, ur vro eus ar c'hentañ

Rapport publié le 13/11/09 9:23 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/16/16608/16608_1.gif

Bro Treger-ha-Goueloù eo ar vro m'emañ en e uhelañ dregantad ar skolidi divyezhek er boblañs skol koulz ha dregantad ar vrezhonegerien er boblañs dre-vras. Tennañ gounid eus an tu-kreñv-se zo d'ober evit diorren ar yezh e-maez ar skol : er vuhez foran hag er gevredigezh dre-vras.

Emañ servij Arsellva an Ofis o paouez neveziñ diagnostik stad ar brezhoneg e bro Treger-ha-Goueloù.

E penn a-raok ar broioù eo chomet ar vro e-keñver feur ar skolidi divyezhek e poblañs skol ar vro daoust ma n'eus bet digoret lec'h divyezhek publik nevez ebet abaoe 2004.

Digempouez zo etre ar C'hornôg ma kaver kumunioù evel Plistin pe Kawan enno muioc'h-mui a vugale er skolioù divyezhek (ouzhpenn 30% er c'hentañ derez) hag ar Reter ma santer an ezhomm bras da zigeriñ lec'hioù nevez. E Lannuon e kresk ar c'helenn divyezhek, met tuet eo da c'horrekaat memes tra. Evit ar c'helenn d'an dud deuet emañ Pempoull er renk kentañ. Aet eo ar vro a-bezh eus an 8vet plas e 2004 d'an 3e e 2008 e-keñver an niver a skolidi er c'hentelioù noz.

Evit ar pezh a sell ouzh plas ar brezhoneg e-maez ar skol e vank ur politikerezh treuz (bugaligoù, dudi...) sammet gant ar strollegezhioù lec'hel. A-bouez e vo ar bloavezhioù da zont evit diorren ar yezh a-raok ar skol, en dudi, ha kregiñ da gaout ur politikerezh treuzservijoù er strollegezhioù evit ar yezh. Gant diorren ar c'helenn divyezhek emañ aze an alc'hwezioù pennañ evit reiñ un dazont d'ar yezh e bro Treger-ha-Goueloù.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.