Diwan : emvod foran e Plogastell-St-Jermen

Communiqué de presse publié le 10/11/09 9:41 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :

D'ar Yaou 19 a viz Du 2009

Adalek 8 eur 30 noz

Sal al «Leurré» (e-kichen an dachenn mell-droad)

E Plogastell-St-Jermen (29710)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Gounidoù an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan er Vro Vigoudenn.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03/zaoumi@hotmail.com ha diwan.breizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?