Kudenn an energiezh e Breizh. Un devezh-eskemm e Silieg d'ar 7 a viz Du

Communiqué de presse publié le 31/10/09 14:18 dans Environnement par Serge Moelo pour Institut de Silfiac – Skol Uhel Silieg
t:1
https://abp.bzh/thumbs/16/16502/16502_1.jpg

D'ar 7 a viz Du 2009 e vo dalc'het e Silieg un devezh-eskemm diwar-benn kudenn an energiezh e Breizh. Ar blijadur hon eus d'ho pediñ da gemer perzh en degouezh-se.

Breizh ne brodu, evit poent, nemet un dregantad dister eus an energiezh a ya ganti, pezh a zo ur sapre kudenn evit hec'h amzer da zont.

Ha posupl eo, daoust da-se, ijin ur mod d'hor bro da vezañ emren war dachenn an energiezh gant teknologiezhioù doujus ouzh an en-dro ha diouzh an dud ? A-benn peur ha peseurt mod ?

Ha posupl eo sevel ur raktres nevez, evel an hini oa bet savet er bloavezioù 70, evit kavout diskoulmoù disheñvel eus reoù ar stad ? Gant tud zo emañ war ar stern dija.


Kinnig a reomp deoc'h dont da brederiañ war ar c'hudennoù-se gant tud hag a labour war dachenn an espern energiezh, an dra gentañ d'ober, ha gant tud barrek war deknologiezhioù nevez an energiezh padus, evit kompren peseurt skoilhoù a zo, ha penaos e c'heller mont war-raok en amzer da zont.

Spi hon eus e veoc'h niverus o tont da Silieg an taol-mañ adarre.
Enskrivadurioù  institutdesilfiac-journeeenergie@orange.fr

Trugarez da respont buan-tre ma z'oc'h dedennet evit ma c'hellfemp aozañ an devezh-se eus ar gwellañ. Evel-just e c'hellit pediñ ho mignoned ma kav deoc'h e c'hellont bout dedennet.

Kenavo ar c'hentañ. A-galon ganeoc'h

Skipailh-ren Skol-Uhel Silieg

(voir le site) ar Télégramme evit gouzout muioc'h.

PDF diwar Skol-Uhel Silieg, e galleg hag e brezhoneg : (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.