Banniel an Oriant a zo erruet

Produit publié le 26/10/09 5:26 dans Cultures par Jacques-Yves Le Touze pour Jacques-Yves Le Touze
https://abp.bzh/thumbs/16/16452/16452_1.jpg

An holl dud a vev en Oriant a anavez ar banniel-mañ, warnañ ur vag eus Kevredad an Indez o verdeiñ war zu morioù ar reter.

Siwazh e oa deuet da vezañ digavus, nemet ur skouer nemetañ implijet gant bagad Sonerien An Oriant pe e collector.

Ar gevredigezh Skoazell Diwan An Oriant hag a sikour skol Diwan An Oriant zo o paouez embann anezhañ.

Ar gevredigezh “Bannieloù Breizh” he deus ken labouret gan Ar banniel-mañ (ment 1m x 1.5m) a lakao an dastumadegourien da vezañ laouen, met ivez annezerien An Oriant, ar c'hluboù sport ar c'hevredigezhioù, ar vartoloded, ar stalioù, an ostalerioù, an tavarnioù hag an ensavadurioù lec'hel.

Posupl eo deoc'h kaout unan en ur gas ur chekenn 25 € + 3 € (frejoù post) da :

Skoazell Diwan An Oriant

1, straed F. Buisson

56100 An Oriant

Priz ispisial ma c'houlennit muioc'h eget 5 banniel.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?