Stumdi : tro an nevezentioù e 2009-2010

Communiqué de presse publié le 14/10/09 7:01 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Claudie Motais
https://abp.bzh/thumbs/16/16362/16362_1.jpg

War liesaat ez a stummadurioù Stumdi, aozadur stummañ aotreet dindan statud ar c'hevredigezhioù, er bloaz-mañ.

1. Digoradur ar stummadur hir nevez war ar galoeg Bez emañ Stumdi ha 4 c'hevredigezh c'hallaouek (Association des Enseignants du Gallo, Bertaèn Galeizz, Chubri ha Dihun) o paouez lidañ, d'ar Gwener 2 a viz Here e Moñforzh (35), prantad kentañ ar stummadur hir war ar galoeg. Ar rummad nevez, hag a zo en e vleud bremañ abaoe an distro-skol ur miz 'zo, en deus graet anaoudegezh gant e baeron, Yannig BARON, prezidant Dihun hag en deus bet ar soñj da sevel ar stummadur hir-mañ. Hemañ ziwezhañ a vo evit an dud deuet o deus c'hoant da dapout diazezoù ar yezh-mañ evit eskemm hag evit mont war ur post divyezhek. Graet en deus berzh ar raktres nevez-se evit 7 stajiad a gont deomp penaos e vevont o frantadoù-staj.

Raktresoù personel met micherel ivez

En em gavet ez eus 7 stajiad asambles hag o doa anaoudegezhioù eus ar galoeg a-raok kregiñ gant ar stummadur rak lod o doa bet un tañva gant tud o familh. Dibabet o doa heuliañ ar stummadur evit abegoù disheñvel. Unan a zispleg deomp : « J'ai touché beaucoup d'autres langues et j'ai bien aimé le défi de retrouver la mienne. », unan-all a lavar : « Je souhaitais vivement bien parler le gallo pour pouvoir parler avec ma famille mais aussi pour aider à la promotion du gallo. ». Bez emañ ar stajidi en o bleud, goude ur miz stummadur, evit eskemm etrezo hag ivez gant an dud tro-dro dezho. C'hoant en deus an darn vrasañ da labourat e galoeg goude ar stummadur, ur bern raktresoù leun o fenn : micherioù ar glad, ar c'helenn, ar radio, ar buheziñ, ober war-dro ar re gozh…

Prantad tostañ evit ar stummadur hir war ar galoeg e Moñforzh (35) : eus ar 1añ a viz Ebrel 2010 d'ar 6 a viz Gouere 2010

Prantad tostañ evit ar stummadur hir war ar brezhoneg e Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56) : eus ar 05 a viz Genver 2010 d'an 8 a viz Gouere 2010

Prantad tostañ evit ar stummadur uhel war ar brezhoneg e Landerne (29) hag e Plañvour (56) : eus ar 07 a viz Ebrel 2010 d'an 09 a viz Gouere 2010

2. Stummadurioù nevez diouzh an ezhommoù

Staj micherel : Penaos tostaat ouzh ar mediaoù brezhonek ?

Stumdi a ginnig er bloaz-mañ ur staj micherel evit ar vrezhonegerien o deus, dre o raktresoù personnel pe vicherel, darempredoù gant ar mediaoù brezhonek. Kinniget e vo ar staj, 2 zevezh bep sizhun e-pad mizioù du/kerzu 2009, e Landerne (29) : 16-17/11/2009, 23-24/11/2009, 30/11-01/12/2009, 07-08/12/2009, 14-15/12/2009. Ar stummadur a vo e bal tapout skiant a-benn ober gant ar brezhoneg, en un doare aes, war tachenn ar media-mañ-media.

Prantad tostañ evit ar staj micherel war tachenn ar vugaligoù : 03-04/06/2010, 10-11 /06/2010 et 17-18/06/2010 (Yaou-Gwener) (live 2) Prantad all e miz Here 2010 evit al live 1

Staj evit ar re a zo bet desavet en un endro brezhonek

Abaoe ar 17 a viz Gwengolo e vez degemeret gant an aozadur, e Landerne, 18 stajiad rannet e daou strollad, 2 zevezh bep pemzektez (d'ar Yaou ha d'ar Gwener) eus miz Gwengolo 2009 da viz Ebrel 2010. Ar stummadur-mañ a zo bet kinniget evit an dud o deus bet, dre o familh, un tañva eus ar brezhoneg hag o deus c'hoant adkavout ar yezh evit eskemm. Ne vez ket kinniget kentelioù yezhadur pe zisplegadur met roet e vez tro d'ar stajidi da zeskiñ kaozeal e brezhoneg en un doare plijus : un devezh war-dro un tem hag un devezh evit mont war an dachenn da bleustriñ war ar pezh a zo bet gwelet. E-pad ar stummadur-mañ e vez roet tro d'ar stajidi da zeskiñ brezhoneg pe/ha mont pelloc'h gant ar yezh hag evel-se, adkemer fiziañs dre gomz.

Annaig GUEDES Landerne, d'an 12 a viz Here 2009


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?