Strollad Kallag : ar c'higer Mazeas ne vo chevailher biken ...

Rapport publié le 11/10/09 16:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16327/16327_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16327/16327_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16327/16327_3.jpg
q68qot12om0vpx1k.mov

E sal ar pevar Avel, setu strollad Kallag o c'hoari ar pezh o deus troet deus ar galleg, skrivet diwar Eduardo Manet (c'hoariet e Avignon e 1986). Simpl eo an istor : c'hoant en deus Mazeas ar c'higer dont da vrezeliñ, bezañ adoubet, bout ur gwir marc'heger, met tamm ha tamm, ken dipitet eo gant istor e familh, ha trubuilhoù bet kaset gant ar brezel, dont a ra da vezañ «na fur, na sot», ur sant marteze ....

An den dort, c'hoariet gant Yann-Per Derredel a sikour anezhañ da bareañ soudarded gloazet o tennañ dezho biroù, tammoù kontili chomet en o pennoù... C'hoarzadegoù a zo bet kalzig (doare Monty Python, gant ur gador ruilh, lunedoù pell, boestoù made in Breizh...), ha c'hoariet brav eo, evel boaz gant ar strollad-se a zo deuet da vezañ unan deus ar re vrudetañ e Breizh.

Kaset al labour leurenniañ gant mamm ar c'higer Mazeas, aktourez, leurennierez : Mari-Elen Morvan. Brezhoneg saourus bro Dreger a zo ganti ha gant an darn vrasañ deus he skipailh, daoust d'an taol mouez Breizh Veur a zo gant un aktourez nevez. Ur gwir blijadur eo gwelout anezho bewech hag emaint o treiñ war ur bern leurennioù e Breizh.

Da welout bremaik e Lokoal Mendon, gant div abadenn, unan evit ar re yaouank : 2e30 e sal Emeraude «Avanturioù ar mab Hemon» ha «Mazeas ar c'higer» da 8e45 d'ar gwener 23 a viz Here.

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?