Stumdi : Staj micherel : Penaos tostaat ouzh ar mediaoù brezhonek ?

Communiqué de presse publié le 6/10/09 9:43 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Claudie Motais
https://abp.bzh/thumbs/16/16276/16276_1.jpg

Keleier ho peus da skignañ hag ezhomm ho peus da bleustriñ a-benn sevel pennadoù pe respont d'un nebeut goulennoù ? C'hoant ho peus da dapout skiant war tachenn ar media-mañ-media ? Kinniget e vez gant Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek :

Ur staj micherel : Penaos tostaat ouzh ar mediaoù brezhonek ? 2 zevezh bep sizhun e-pad mizioù Du/Kerzu 2009, e Landerne (29)

Ar stummadur a vo e bal prenañ skiant a-benn ober gant ar brezhoneg, en un doare aes, war tachenn ar media-mañ-media.

Kavout a reoc'h amañ-staget ur follenn-bleg-dibleg a ginnigo deoc'h ar staj.

Mard oc'h dedennet gant ar staj-se, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc'h kerkent.

Evit lakaat ho anv : STUMDI BP 311 29413 LANDERNEAU Cedex Pellgomz : 02 98 21 39 94 E-mail : bzh.stumdi@wanadoo.fr Lec'hienn : www.stumdi.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?