Breizh A Gan 2009 : E Landreger, Gouel kan e brezhoneg

Agenda publié le 28/09/09 8:29 dans Langues de Bretagne par Le Guillou Armelle pour Le Guillou Armelle
https://abp.bzh/thumbs/16/16198/16198_1.jpg

D'ar Sul 6 a viz kerzu a vo ar 28vet Breizh A Gan en iliz-veur Landreger.

Adalek 1982, an emvod meur lazioù-kanañ brezhonegerien a zav bep bloazh en ur ger diseñvel er Vro. Choazet 'vez al lazioù-kanañ a gemer perzh etre an izili Kanomp Breizh, a zo kevread lazioù-kanañ Breizh.

Er-bloazh-mañ a gemero perzh lazioù-kanañ : Allah's Kanañ, Gwalarn Uhel, Gwitalmeze Kanerien Ar Goëlo, Sant-Ke Porzh-Olued, Awel Dreger, Pleuveur-Bodou C'hoant n'eus Kevread Kanomp Breizh da lak mouezhioù yaouank kemer perzh er sonadeg, setu perak 'vo pedet Mestroniezh Lannuon, renet gant Jean-Marc Kernin.

Ur programm eus tonioù hengounel e brezhoneg, hag eus krouedigezhioù a-vremañ 'vo kinniget d'ar public, hag evit echuiñ, an oll 250 kaner 'vo bodet evit abadenn-diwezhañ ar sonadeg.

Sonadeg da 3eur ba' Iliz Veur Sant Erwan.

Mont-e-barzh : 10 € / 8 €, digoust dindan 12 vloazh.

Evit izili lazioù-kanañ Kanomp Breizh ha Kendalc'h : 8 €

Kevread Kanomp Breizh : kanompbreizh@wanadoo.fr

06 32 29 79 29


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?