il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /1613.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ar gevredigezh sevenadurel Bemdez zo stad enni o vezañ m’eo ken laouen hag e c’hall rannañ he entan p’emañ Kuzul departamant ar Mor-Bihan o paouez divizout lakaat sevel panelloù-hent divyezhek. Ez-wir eo frealzus an degemer graet a-unvouezh hag a-wel gant kevredigezhioù ha strolladoù politikel d’ar c’heloù-se evit amzer-da-zont ar brezhoneg. Ha kas a rafe kemenn ar c’hoant da vroudañ a-gevret betek tennañ splet diouzh ur gwir bolitikerezh yezh da vezañ lakaet da dalvezout evit ar brezhoneg er vuhez foran ? Daoust da bouez an difreoù kaset da benn gant hor c’hevredigezh ouzh Kuzul an departamant, al lizhiri hag ar goulennoù bezañ degemeret, ar c’hantadoù a banelloù-henchañ brezhonek faos staget e Bro-Wened abaoe c’hwec’h bloaz, kantadoù a anvioù-tud dastumet e-kerzh sinadurioù, e ranker anzav eo bet degaset an disoc’h-mañ gant oberioù Stourm Ar Brezhoneg (SAB), bet aet war gresk, a zo anezho livañ ar panelloù-hent. An hevelep oberoù a oa bet talvoudus gwezhall e departamantoù Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed. Anat eo e vije bet graet hep an oberoù-se, ha kement tra zo deuet d’o heul a vije bet aet hebiou an holl (tud harzet, heuliet hag unan toullbac’het), ma vije abretoc’h hor redioù war ar yezh ken unvan ha nevez zo. Dre-se e c’halvomp ar c’hevredigezhioù hag ar c’hevredadoù sevenadurel, koulz hag ar strolladoù politikel o deus roet da c’houzout pegen klok en em gavent da-heul disklêriadur an Ao. Kerguéris a-zivout an diviz-mañ, da embann splann ma vo laosket an Ao. Herve Bossard, bet barnet an 2 a viz Du 2004 evit bezañ kemeret perzh e oberoù SAB hag o c’hortoz e vefe jedet digoll Kuzul an Departamant hag an DDE e barnerezh keodedel hiviziken, da ren e vuhez disoursi. Bezomp kalonek ha lorc’h ennomp evit kadarnaat ez eus un talvoudegezh kefridiel d’e vec’h ! Evit ur pennabeg reizh n’en do ket an Ao. Bossard, ezel eus Bemdez, kement a stad hag an Ao. Juppé, ezel eus an UMP.

Evit Bemdez, ar c’hadoriad, Bertram Deléon.

[un, une, les]


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.