Bodadeg Veur Ar Falz e Montroulez

Communiqué de presse publié le 9/09/09 9:37 dans Cultures par Hervé Gourmelon pour Ar Falz
t:1
https://abp.bzh/thumbs/16/16028/16028_1.jpg

Bodadeg Veur hon Emsav a vo dalc'het e Montroulez d'ar sadorn 19 a viz Gwengolo 2009 adaleg 9 eur rik.

N'o devo ar gwir da votiñ nemet ar gamaraded bet paeet o skodenn gante.

Roll labour ar Vodadeg Veur :
— 9 e – 9 e 30 : Gervel an izili bet paeet o skodenn gante, fiziadennoù ;
— 9 e 30 – 10 e : Danevell oberiantizoù ;
— 10 e – 10 e 30 : Danevell teñsorerezh ;
— 10 e 30 – 11 e : Diviz ;
— 11 e – 11 e 15 : Votadenn war an 2 danevell ;
— 11 e 30 – 12 e 30 : Diviz :
1— Hor roll er C'huzul Sevenadurel nevez ;
2— Soñjal en hon embannadurioù da zont (krouidigezh e brezhoneg : lennegezh,...) ;
— 12 e 30 – 12 e 45 : Dilenn an izili nevez ;
— 12 e 45 : Dibenn ar Vodadeg Veur – Banne a enor ;
— 1 e 30 : Pred (frouezh-mor war al lec'h) ;
— 4 e – 7 e : Emvod ar c'huzul-merañ nevez.

Evit aezetaat aozidigezh an devez-se ez oc'h pedet :

— Pe da gemenn deomp-ni hag-eñv e teuiot d'ar Vodadeg Veur hag e kemerit perzh er pred da un eur hanter g.m. (12 €) ;

— Pe, ma ne c'hellit ket dont da Montroulez, da gas endro deomp ar fiziadenn a gavit asambles gant al lizher-mañ. Kement-mañ a zo a-bouez evit ma c'hello ar Vodadeg Veur labourat ervad (Quorum). Ma fell deoc'h kennig ur mennad, e c'houlennomp diganeoc'h kas anezhañ d'ar burev, an abretañ ar gwellañ.

Gant hor gwellañ soñjoù demokratel, laïk ha breizhek.

Ar Burev

Pedet eo ar Falzerien o-defe c'hoant mont e-barzh ar c'huzul-merañ nevez (en o zoues ar re a ya er-maez) d'hen reiñ da c'houzout d'ar sekretourva an abretañ ar gwellañ.


41 kae Bro Leon
Ar Manu
29600 Montroulez
41 quai de Léon –
La Manufacture
29600 Morlaix
Pgz / Tél. 02 98 62 17 20
Faks / Fax 02 98 62 02 38
arfalz@yahoo.fr


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.