An Dasson : ar gelaouenn divyezhek a zo deuet er maez

Sommaire publié le 18/08/09 4:32 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/15/15869/15869_1.jpg

"Deuet eo er-maez niverenn 70 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad a ziar-benn ar priz lennegel Sten Kidna, roet e 2009 evit ar wezh kentañ get kumun Ar Bono ha Kerlenn Sten Kidna d'ur romant e brezhoneg embannet e 2007/2008. Ar priz a zo deuet da vMich Beyer evit Etrezek an enez, met ar c'hwec'h romant a oa war ar renk a zo kinniget barzh An Dasson. Ennan e kaver ivez un atersadenn get Michel Demion, kuzulier kêr ar Bono, hag en deus bet ar sonj sevel ar priz-se, hag ur pennad all a ziar benn Sten Kidna, an den (ar barzh, ar stourmer evit Breizh, ar c'helenner, bet savet getan kentelioù noz brezhoneg en Alré e kreiz ar bleadeù 60)... Temoù all a zo barzh An Dasson 70 : "Studierion ha demokratelezh" (a zivout ar pezh a zo bet e skol veur Roazhon ar mizioù paseet); un tañvad ag eil levr "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù Job Jaffre embannet e 1982-83 barzh La Liberté du Morbihan, dastumet get Daniel Doujet; hag ivez ar brezegenn fromus bet lâret get Jakez Madeg, eil-vaer Lokmaria-kaer pa a oa bet sinet karta Ya d'ar brezhoneg get ar gumun-se d'ar 25 a viz Ebrel 2009. 40 bajenn, divyezhek penn da benn. An Dasson niverenn 70 a vez gwerzhet e stalioù levr : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré); stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Koumanant peder niverenn : 25 euro (dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58."


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.