41 vet gouel Banaleg : euredoù e Breizh d'ar 15 a viz Eost

Rapport publié le 16/08/09 15:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15864/15864_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/15/15864/15864_2.jpg

Koeffoù an Aven o nijal gant an avel dindan un heol splann ... Kleier tour an iliz o seniñ forzh pegement. Gortoz a ra ar c'hezeg er-maez evit kas ar re a zo nevez dimezet, daou gouplad, gant bugale ... Hag evel gwechall e vez prientet ar friko e-barzh chaodouroned bras-spontus ... war un adkarr gant rodoù ur c'hamion. Goude bezañ bet graet div wech tro an iliz, setu an dud o tiskenn hag o tañsal dirak daou davarn, bagad Banaleg, sonerien bro Kebeg gant ur violons hag ur gitar. Kelc'h Elliant a zo aze ivez, o tañsal dirak ar pub «Tad Kozh». Ha setu gavotenn an Aven danset gant ar re vras hag ar re vihan, seizennoù gwenn ha rochedoù du, gant dilhad brav perlezennet. Gourc'hemennoù d'an holl aozerien evit an abadenn vrav !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?