Prenestr digor war ar c'hleweled e brezhoneg

Agenda publié le 10/08/09 9:25 dans Festivals par Marie Jenkins pour Marie Jenkins

Etre ar Yaou 27 hag ar Sadorn 29 a viz Eost

Bemdez e wel tud ar Festival ez eo bev-birvidik ar c'hrouiñ e bed ar c'hleweled e brezhoneg. Graet o soñj gante neuze lakaat war-wel disoc'hoù nevesañ ar c'hrouiñ-se, en ur skignañ filmoù hag en ur aozañ emgavioù etre ar grouerien hag ar sellerien.

D'ar Yaou 27 a viz Eost, e Ti ar re yaouank hag ar sevenadur :

– Da 3 eur abardaez : «Taol-grenn evit kinnig « rummad ar c'hleweled e brezhoneg » hag ober stad ar produiñ e brezhoneg.»

– Da 5 eur : «Abadenn ispisial gant filmoù faltazi e brezhoneg» : Ken Tuch, Leurenn BZH, Abadenn genta BRZ (hep istitloù), ha da heul, «diviz war ar c'hrouiñ filmoù faltazi e brezhoneg».

- D'ar Gwener 28 a viz Eost da 2e er sinema Le Club : «evit ar wech kentañ ! Brendan ha sekred Kells» gant Thomas Moore (2006, 1e15). Hep istitloù «Film nevez-advouezhiet gant Dizale». Adalek 7 vloaz

- D'ar Sadorn 29 a viz Eost, diouzh an noz, war ar blasenn : «Skignadenn ur film faltazi berr e brezhoneg, savet e-pad ar gouel !»

Hag ivez a-hed ar sizhun…

Filmoù e brezhoneg a zo bet dibabet e-barzh Dreistdibab Breizh 2009, ar filmoù bet produet ha graet e Breizh e-pad ar bloavezh. Ar filmaozerien a vo war blas evit kinnig o filmoù.

D'ar Meurzh 25, da 4 eur, er sinema Le Club : «Me oa deut da vezañ hardizh», gant Thierry Compain - 24 images / France 3 Ouest

D'ar Merc'her 26, da 4 eur, er sinema Le Club :

«Leurenn BZH 2», gant Sonia Larue - Pois Chiche Films, TV Rennes 35, Dizale, MALP, La Découverte

«O seizh posubl», gant Soazig Daniellou - Kalanna Production / France 3 Ouest

- D'ar Yaou 27, da 6 eur 30, e auditorium ar vediaoueg : «Hent-dall», gant Sebastien Le Guillou - France 3 Ouest

Hag ouzhpenn, d'ar Sul 23 da 6e30 en auditorium : abadenn ispisial an INA Atlantel «Charlez Ar Gall, brezhoneger penn, kil ha troad», gant Marie Kermarec Ha da heul, «un teulfilm hag un diviz war istor an tele e Breizh», graet gant Louis-Marie Davy ha Patrick Gay e 1990.

Evit gouzout pep tra war Gouel ar filmoù : www.festival-douarnenez.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?