Festoù Kerne : Dramm betra eo disoñjet ar brezhoneg ?

Lettre ouverte publié le 26/07/09 13:28 dans Langues de Bretagne par Angèle Jacq pour Angèle Jacq

Collectif breton, Démocratie et droits de l'Homme

Galv Karaez. Appel de Carhaix Da Michel Le viol, PT Festoù Kerne Lizher digor

Aotrou presidant,

Chalet kriz omp bet e-kreiz ar sizhun-mañ, o tizoloeiñ barzh ar gazetennoù, añv nevez Festoù Kerne e galleg nemetken. Meur a meur a fest e breizh, an devezh-hiziv, o deus kemeret ar pleg mat da lakaat o añv e brezhoneg : sellomp, ne vez ken, deus « Kann Al Loar » e Landerne. Er bed e-bezh, gwirioù ar Mab Den, a ro da bep pobl ar gwir war he zachenn a-bezh, ar gwir abeg da vezañ kelennet war he istor, hag he yezh, dizazez he sevenadur. Pelec'h komprenañ neuzhe, ur gevredigezh evel hoc'h hini, a zisklêr bezañ war tachenn ar sevenadur breizhek penn-da-benn, ha ne ro ket un añv e brezhoneg, ar yezh diazez ar sevenadur-se ? Met spi hon neus, e taolfet, barzh an divezhioù kentañ a zo ton, un taol lagad all, tostoc'h deus gwir sevenadur ar Vro, ha gant loc'h atav, d'e lakaat uhel war wel.

Chans vat da « Kemper e Kerne », peogwir he deus sinet dija gêr : « Ya da Brezhoneg ». A galon vat ganeoc'h da gas hon sevenadure breizhek war-raok.

Ar brezidantez, Angèle jacq


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?