Goude Erdeven, Ploure, An Arzhanaou ...

Rapport publié le 25/07/09 3:29 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:0

Diaes eo kavout peadra da sevel hentoù nevez, tiez nevez ... Ret eo krouiñ ur vaengleuz nevez, klask traez, kenderc'hel war an hent-se pa vez bro Sued o paouez da grouiñ hentoù nevez ...

Pobl an tevennoù ba Erdeven a zo deuet a-benn da cheñch penn d'ar vazh. B'an Arzhanaou avat e vo start abalamour d'an dud a zo war an dachenn : Pigeon hag Eurovia o deus rakprenet lodennoù un dachenn 60 devezh arrez. Goude mais ha gwiniz Monsanto e vo hadet avel an disemglev barzh ar vro.

Ganet eo ur gevredigezh evit difenn ar stêr Elle hag a vo saotret hag evit klask diskoulmoù all (heoliek, tourioù avel,koadoù, ...) anvet "Elle vev". Klask a reont tud evit sikour anezho : 02 98 71 74 94. Ul lec'hienn a vo a-benn digwener e anv "Ellé vivante".

Ar video a ziskouez maen-gleuz Gwellegouarc'h, an hini vrasañ e Penn ar bed : ur million a donnennoù pep bloaz. Benn nebeut en Arzhanaou ?


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024
Da Brezidant Kuzul Sevenadurel Breizh

Aotrou Prezidant,

Kas a reomp deoc'h hon gourc'hemennoù war-lerc'h hoc'h anvidigezh e penn ar C'huzul Sevenadurel nevez.

Kalz a labour a vo d'ober evit hon yezh, pa weler emañ kuzul Pleuzal, e Treger, o paouez nac'h digoridigezh ur c'hlas divyezhek.

Kavout a ra deomp e vank e Breizh ur bern binvioù evit reiñ yec'hed d'hon yezh, ha soñjal a ra dimp n'hallomp ket tremen ken hep ur skingomz vrezhonek vroadel e Breizh, 32 vloaz war-lerc'h krouidigezh Radio Cymru, e Kembre e 1977.

Skingomzoù zo dija hag a skign brezhoneg marteze, met ne vezont ket klevet nemet e kornioù zo : e kêrioù evel Naoned ha Roazhon, ma vez kalz a dud o komz hag o teskiñ ar yezh ne glever skingomz brezhoneg ebet, hag e Brest eo peuzdibosubl. Ouzhpenn-se n'eo ket brezhoneg a vez klevet a-hed an deiz gant an holl skingomzoù-se, rak darn zo hanter e galleg, lod a skign kalz a sonerezh pe kanaouennoù saoznek dreist-holl, ha ne skignont ket keleier eus Breizh penn da benn, hag eus ar bed nebeutoc'h c'hoazh.

Ezhomm hon eus ur chadenn skingomz peogwir omp brezhonegerien, hag e tlejemp klevout hon yezh n'eus forzh pegoulz ha pelec'h e Breizh, evel ma c'hallomp klevout galleg ha saozneg n'eus forzh pelec'h e Breizh, evel ma vez klevet kembraeg n'eus forzh pelec'h e Kembre, peogwir e verit hon yezh kaout ar binvioù he deus ezhomm da vevañ, a wel d'an holl, ha n'eo kuzhet e korn pe gorn eus ar Genrouedad peogwir eo ur benveg dispar evit sikour ar re a zo o teskiñ ar yezh, peogwir n'haller ket c'hoantaat deskiñ ur yezh ha ne glever ket, hag ivez evit reiñ brud d'ar yezh, evit reiñ kalon ha sikour d'an deskerien, evit klevout ha deskiñ brezhoneg yac'h, evit klevout keleier e brezhoneg, pa n'eus kazetenn ebet na skinwel ebet evit klevout kanaouennoù brezhonek, rak ur yezh ha ne ganer ket enni zo tost da vervel, evit klevout kanaouennoù brezhonek savet gant tud yaouank, rak hep skingomz n'eus ket a ganerien, ha hep kanerien yaouank n'eus ket a yaouankizoù brezhonek, evit broudañ ar c'hrouiñ hag ar grouerien, kanerien ha sonerien Breizh ha ne vezont ket klevet er skingomzoù gallek evit stummañ kazetennerien vrezhonek ha tud yaouank evit micherioù ar c'hleweled, evit reiñ labour e brezhoneg d'ar vrezhonegerien, ha labour frouezhusoc'h evit ar yezh e Breizh penn-da-benn eget labour burev e kevredigezhioù lec'hel.

Prestik e vo dilennet ar C'huzulioù Rannvro nevez, ha dont a ray mare ar promesaoù adarre, marteze ar memes re evel pevar bloaz zo. Trawalc'h gant ar promesaoù toull-didoull, pe ar studiennoù chomet da louediñ en tiretennoù. Ur skingomz vrezhonek zo ezhomm an abretañ ar gwellañ. Hon yezh a dalvez e vije roet an dra-se dezhi e 2010.

Kelenner brezhoneg

Prezidant Sav-Heol Mark Kerrain

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.