UL LEVR GALIZEK LAKAET E BREZHONEG

Communiqué de presse publié le 21/07/09 18:15 dans Langues de Bretagne par Mark Kerrain pour Mark Kerrain

Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n'eo ket. Poent e oa kavout ul levr brezhonek gant danevelloù eus ar vro-hont, ha n'haller ket kinnig gwelloc'h eget danevelloù Manuel Rivas, ur skrivagner meur, brudet en e vro hag e Spagn a-bezh.

Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, pesketaerien, ha divroidi, doujañs ennañ ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec'hel en o hunvreoù.

Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoù an ebr hag an Istor.

Peder danevell zo el levr. En hini hirañ, « Teod ar balafenned » (A lingua das bolboretas) e lenner istor ur vignoniezh etre ur bugel hag ur skolaer er bloaz 1936, pa grogas ar brezel diabarzh. Un danevell fromus, deuet da vout ur film brudet e Spagn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?