Budjed ebet, met mennozhioù e-leizh !

Rapport publié le 14/07/09 13:09 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15654/15654_1.jpg
Gireg o filmañ Kristian evit ur gronikenn deus ar vro..

.

Goude bezañ livet taolenn ar c'hleweled e brezhoneg hiziv an deiz, setu tri c'hanfard e anv o c'hevredigezhioù Kaouenn.net, Blaz Produktion ha fea, o tresañ dazont ar c'hleweled evit Yann Brezhoneger. Gwechall ne oa nemet ar re varrek, ar re a-vicher a c'helle implij ar benveg-se. Hiziv gant an dafar niverel, ur pellgomzer hezoug zoken, e c'hell n'eus forzh piv sevel ur film, frammañ ha skignañ anezhañ.

Ha bedig-bed ar brezhoneg ne fiñv ket kalz : chom a ra un nebeud tud e penn an traoù hag a ra o c'heusteurenn gant ar Rannvro, ha war ar memes tro e vez gwelet tud o skignañ pennadoù farsus, reportajoù, filmoù ijinet ... war ar rouedad.

Eeun eo ar mennozh : gant ma vo stummet tud a youl-vat, kozh koulz ha yaouank, aozet abadennoù evit lakaat war wel ar pezh a vez graet ganto (abadennoù skignañ lec'hel, lec'hiennoù internet hag ur festival «no budjet» bep bloaz gant prizioù), kalonekaat an dud d'ober liammoù etre ar video, ar skrivagnerien, ar c'hoariva.

Un doare deskadurezh pobl, hag ivez un doare dieub d'ober rak n'eus framm ebet rakjedet en a-raok, frankiz da ezteurel war forzh peseurt tem, ar c'hoant testeniañ e brezhoneg war bep tra a c'hoarvez e lec'h emaomp o vevañ.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site) > (voir le site)

Kalonekaat kronikennoù ar vro, met ivez goulenn kontoù digant ar rannvro : pet «klik» a dap al lec'hienn-mañ-lec'hienn, piv a vez arc'hantet, hag evit peseurt raktresoù ?

E gouel ar brezhoneg e c'hellfe bezañ lakaet ar mennozh-se e pleustr : pedet e vefe an dud da ginnig filmoù, 7 mn d'ar muiañ tout, dezho da ijinañ, krouiñ un istor, un teulfilm, ur film buheziñ evit diskouez ez eo posubl e Breizh mont war-raok hep budjed ebet, pe dost ! Ha Gireg Konoan da echuiñ : «Ha gant ma vo komprenet gant hon mistri e Roazhon emañ aze ivez dazont ar grouidigezh e brezhoneg !»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?