NEVEZ : A-YOUL AR GWENT - Pierrete Kermoal Arnodskridoù a-zivout Barzhonegoù gant Roparz Hemon

Présentation de livre publié le 9/07/09 8:45 dans Langues de Bretagne par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/15/15617/15617_1.jpg

Pa seller ouzh oberenn Roparz Hemon evel un hollad, e weler e tizh, en tu-hont d'al lennegezh marteze, ur vent na gaver nemet gant ar skrivagnerion vrasañ : e-ser krouiñ furmoù lennegel, ha drezo, e sav an aozour ur preder. Ket ur preder a-ziagent pe un damkaniezh a ve kefridi an oberennoù diskouez, dedalvezout pe brouiñ, hogen ur preder bev amparet kammed-ha-kammed dre ar c'hrouiñ lennegel, eus un oberenn d'eben. Roparz Hemon ne zegas respont ebet : ar skrivañ gantañ zo imbourc'h, skrivañ a ra evit anavezout, evit dizoleiñ. A-youl ar Gwent a ginnig d'al lenner dont da gemer perzh d'e dro en ergerzhadenn, e bed kevrinus ar varzhoniezh.

Arbennigourez eus Roparz Hemon, Pierrette Kermoal he deus embannet meur a studienn diwar-benn e skridoù. En o zouez Eus Gwarizi Vras Emer da vMari Vorgan (Preder 1968) ; Un Ene Tan (Preder 2002) gouestlet d'ar romantoù ha d'ar c'hevellennoù ; “Arvezioù eus c'hoariva Roparz Hemon” (Liorzh al Lennegezh, Aber 2006).

A-youl ar Gwent, Pierrette Kermoal, 14 x 20, 263 p. – 15 € ISBN : 978-2-916845-06-7 Aber 115 Kergareg 29870 Landeda


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?