Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Bro Savenneg, kemenn deoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Savenneg, adal miz Gwengolo 2009.
Gant Skol Diwan Savenneg e vo klokaet ar c'hinnig kelenn divyezhek dre soubidigezh e Liger-Atlantel. Goude Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Sant-Ervlan (evit ar skolaj) e vo tu d'ar vugale deskiñ e brezhoneg e Savenneg.
Ar bloaz-mañ e vo skoliataet bugale skol-vamm (adalek daou vloaz).
Dek bugel a zo bet rak-enskrivet dija. Degemeret e vezint er skol a vo e-kichen an ti-gar, 23 hent Sant-Stefan-Brengoloù.
Ma 'z oc'h dedennet gant Skol Diwan Savenneg e c'hellit enskrivañ ho pugel c'hoazh, o vont e darempred gant Anne-Claire Quiviger : 06 03 76 07 95.
Skolioù Diwan a zo laik, digoust ha digor d'an holl.
A-drugarez d'an hentenn bedagogel dre soubidigezh, e teu a-benn ar vugale da vezañ divyezhek da vat. Desket e vez brezhoneg ganto dre un doare naturel hag e vez tizhet ganto ul live a varregezhioù heñvel e galleg hag e brezhoneg. Ar soubidigezh a ra berzh e skolioù Diwan abaoe ouzhpenn tregont vloaz. Komz meur a yezh a zo ur binvidigezh hag ur chañs ouzhpenn evit ar vugale. Gant an divyezhegezh abred eo aesoc'h deskiñ yezhoù all, ar saozneg da skouer.
A-hend-all, evel warlene e vo kinniget kentelioù brezhoneg evit an dud-deuet gant Kuzul skoazell skol Diwan Bro Savenneg.
■