Kemennadenn
Aozet gant Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam, Gouel Erwan 2009 a zo bet lidet gant war ur skeul bras biskoazh gwelet e Saigon. Berzh en deus graet n'eo ket nemet gant Bretoned divroet med ivez gant ur bern tud Bro Vietnam liammet gant Breizh dre liammoù familh, keneilded pe kenwerzh.
Lidadur a zo bet kroget gant Lakidigezh bokedoù e chapel gouestlet da S. Erwan ha Sz Anna e-barzh iliz veur an Itron Varia Saigon. Lidadur bedel a zo bet aozet e park touristelezh Binh Quoi hag a oa bet kempennet a-zoare gant ouzhpenn mil banniel gwenn-ha-du. Ouzhpenn 400 den a zo deuet da gemer perzh ha d'en em souban en aergelc'h breizhek ha laouenek. War stand ar sevenadur hag a zisplege dafaroù donezonet gant hor sponsoroù Ofis ar Brezhoneg, Yoran Embanner, Skol an Emsav, un niver vras a weladennerien o deus bet tu da zont en darempred gant, yezh, sevenadur, hag istor Breizh. An Aotrou Dr Landrin en deus diskouezet danevell veur tud mor breizhat ar 18-19 vet kantved, Jean Baptiste Chaigneau, Philippe Vannier, Joseph ha Felix Dayot, deuet da skoazell priñs Nguyen Anh en e striv adunvanidigezh Bro-Vietnam e kerzh ar bloavezhioù 1790. Arvesterien e niver o deus bet tu da glevout diwar-benn ur pennad nebeut anavezet istor Bro-Vietnam. Gant Tud a bep oad ez eo bet displeget ampartiz, nerzh ha gwevnder e-kerzh stourmadennoù Sach Bazh-yod, Sach fun, hag c'hoariou breizhat arall.
Goloet gant bitailh, en o touez Pastez donezonet gant Embregerezh Henaff Pouldreuzig, Krampouezh, Kouign-amann, hag evajoù ar Vro, Sistr ha chouchenn, stand bouedoniezh en graet berzh bras ha boemet tud kozh ha yaouank. Krogad kib frans Roazhon/ Gwengamp a voe video-bannet war ur skramm bras a-raok kas endro un abadenn quizz kreizennet war Bretoned brudet, hag en deus roet tu d'un niver bras gounid lodoù donezonet gant hon sponsoroù sevenadurel. En desped d'ur mell barrad glav un 300 den bennak o deus kemeret perzh er c'hoan bras aozet dindan tiez-kolo park touristelezh Binh Quoi. Kensonadeg sonerezh “fusion” kenteuzadur, Keltasia, sonet a-zoare brav dispar gant strollad Breizh-Vietnamat Chu-Chen, hag ur fest-noz a zo bet evit dibenn un devezh a blijadur hag a sevenadur hag a chomo en eñvor an holl. Tregern ez eus bet betek pell en noz gant son ar bombard hag an telennoù Vietnameg, ha kammed an danserien. Bodet en-dro e brezidant Mikael Guillaume, skipailh aozerien gouel Erwan 2009, en o touez Trinh Quang Thanh, Jakez Ar Fol, Gauthier Bouillot, Benoit Jonet, loc'h ha skuizhder warno, en deus bourret gant berzh devezh hag en deus roet tu da Vretoned en em gavout evit lidan Breizh ha da Vietnamesiz da zizoleiñ pe anavezout gwelloc'h Bro-Vreizh lec'hiet e penn an Eurasia.
E kreiz mouestijenn an noz drovanel eo bet diwanet raktresoù nevez evit Gouel Erwan 2010. War a-glevet e c'hallfe bezan aozet e Saigon ur gevezadeg Kib Etrekeltiek – Asianek sach-fun, lavaret ivez e vefe skipailh aozerien o klask sponsoroù endeo.
■