Diwan : emvod foran e Savenneg

Agenda publié le 2/06/09 9:51 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Diwan
t:0

Laouen eo ar c'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg rakwelet e miz Gwengolo 2009 :

D'ar Meurzh 9 a viz Even 2009

Adalek 8 eur 30 noz

Sal liesimplij (sal 3)

E Savenneg (44260)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perak krouiñ ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009 ?

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù hag evit ober ur poent war ar raktres.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.