Ar Groove Boys a bed o selaouerien war o fladenn

Musique publié le 14/05/09 11:31 dans Cultures par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/15/15127/15127_1.jpg
Ar Groove Boy's

Ar bloavezhioù 1980 eo tachenn ar Groove Boys, ha war un ton farsus ouzhpenn ! Kement ha respont da c'houlenn kreñvoc'h-kreñvañ o selaouerien emaint o vont da enrollañ ur bladenn, warni tonioù brudet eus ar bloavezhioù-se sonet gant ar binioù hag ar vombard. Div sonadeg a vo enrollet e live dirak an arvesterien d'an 22 ha 23 a viz Mae, e Gwipavaz hag er Forest-Fouenant.

Ya ! : Degasit 'ta da soñj d'hol lennerien peseurt doare sonerezh a vez aozet ganeoc'h, da gentañ...

Goulc'hen An Ostiz : N'ouzomp ket ha tu zo da gaozeal eus un doare sonerezh resis met dre vras ez eus tu lavarout e sonomp sonerezh anavezet gant an holl kentoc'h, gant bombardoù, biniawioù, benvegoù kouevr ha toumperezh eilet gant son an urzhiataer. E-touez hon tonioù e kaver “Le jerk”, “Gimme, gimme, gimme”, “Maldon”, “Rise up”... Sonerezh a vez klevet er boestoù-noz diouzh ar c'hiz pe “mod kozh”, a-benn ar fin !

Penaos eo bet krouet ho strollad ?

Savet eo bet da vare deiz-ha-ganedigezh ur c'hamalad er strollad. Ne oa ket ur mennozh rakjedet a-ratozh met un taol-esae gant ur groove box kentoc'h (ur benveg gant sonioù elektronek) hag un nebeud tud gant ar binioù hag ar vombard. Tamm-ha-tamm eo kresket ar strollad betek kaout c'hwezek soner war al leurenn d'ar muiañ, hiziv-an-deiz !

Sonerezh ha fent da gentañ neuze...

“Tu vas t' détendre” eo ger-stur ar strollad.Arouezius eo evit diskouez perak n'omp ket gwall-inervet gant ar sonerezh.Ha gwelloc'h c'hoazh, un doare eo da zispakañ hon energiezh da farsal war al leurenn ha da eskemm gant an arvesterien.Evit-se e klaskomp lakaat anezho da gemer perzh : kanañ ganeomp eveljust hag ivez dont war al leurenn pa ne vezomp ket-ni o tiskenn da zañsal gant an dud. Ar fed bezañ treuzwisket a zo fentus ivez dre m'en deus pep hini un dudenn disheñvel.

Un eil pladenn a vo enrollet ganeoc'h a-raok pell. Petra 'vo sonet warni ? Tuboù eus ar bloavezhioù 80 gant ar vombard hag ar binioù bepred ?

Dres ! Enrollet e vo ganeomp un eil pladenn war-eeun e-pad div abadenn (ul “live”) d'ar Gwener 22 a viz Mae en Alizé e Gwipavaz ha d'an 23 en Nautile er Forest-Fouenant. Digoust e vo a-ratozh evit reiñ tro d'ar muiañ a dud dizoleiñ hor sonerezh ha dreist-holl dont da gemer perzh ha d'ober trouz evit an enrolladenn. Seul vuioc'h a dud, seul vuioc'h a drouz ! Ur pemzek bennak a donioù a vo tu klevet, tonioù hag a zo bet sonet ganeomp a-viskoazh hag ivez un nebeud reoù nevez. DJ Wybee a glozo ar sonadeg bep taol.

Enrollet e vo dirak an arvesterien,perak 'ta ?

Dibabet hon eus sevel ar bladenn dirak arvesterien peogwir ez eo an doare gwellañ evidomp da ziskouez hon doare sonerezh. Da gentañ-penn, ne felle ket deomp enrollañ dre ma ne seblante ket deomp e oa hon doare sonerezh unan da vezañ selaouet er gêr... Met muioc'hmui e vez goulennet diganeomp enrollañ pladennoù. Embannet hon eus unan gant pevar zon gant ur bonus video met ne oa ket bet trawalc'h. Goulennet e veze muioc'h c'hoazh ha setu perak hon eus divizet enrollañ un albom. Ur bonus video a vo ar wech-mañ c'hoazh.


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.