Stumdi : Stajoù berr an hañv 2009

Communiqué de presse publié le 4/05/09 2:08 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Claudie Motais
https://abp.bzh/thumbs/14/14990/14990_1.jpg
Logo Stumdi

Stumdi, aozadur stummañ war ar brezhoneg a ginnig deoc'h 2 staj berr ur sizhunvezh :

Dindan al loar gann

Eus ar 6 d'an 10 a viz Gouere 2009 e Landerne

Bep bloaz e Landerne e ro tro Gouel Kann al Loar da veajiñ dre abadennoù a bep seurt. E-pad ar festoù-se e kinnig Stumdi d'ar berzhidi ar staj, dizoleiñ pe gwellaat ar brezhoneg dre ziduamantoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… liammet gant Gouel Kann al Loar.

Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn

Eus ar 6 d'an 10 a viz Gourhelen 2009 e Pont-Skorn

E-pad ar sizuniad-se e Pont-Skorn e vez roet tro d'ar berzhidi (live 2-3) da vevein a-barzh un endro gwenedeg. Tro o do ivez ar stajourion da zizoleiñ Pont-Skorn, d'en em gavet get brezhonegourion dre zeverrañsoù : Stalioù a bep seurt, c'hoarioù… hag ur bochad souezhadennoù-arall !

Ar stajoù-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. Prizioù ispisial a vez kinniget d'ar studierien, d'ar glaskerien-labour pe d'ar strolladoù, adal 4 den.

Mard oc'h dedennet gant ar stajoù-se, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc'h kerkent.

Kavout a reoc'h amañ-staget bruderezh a ginnig ar stajoù.

Ha gallout a rafec'h skignañ ar gemenadenn amañ a-us.

Trugarez en a-raok.

Evit an aozadur stummañ Stumdi

Annaig GUEDES E karg eus ar bruderezh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 9 ?