COCA Kreiz Breizh : emvod d'ar yaou 7 a viz Mae e Rostrenn

Communiqué de presse publié le 29/04/09 10:45 dans Politique par Hervé Le Gall pour UDB Kreiz Breizh
t:0

Salud deoc'h holl,

Ur miz zo oa bet savet COCA Kreiz Breizh a-benn sikour listenn Ekologiezh Europa a zo war ar renk evit votadegoù Europa.

An dra gentañ zo bet savet ganeomp eo ober war-dro donidigezh Yannick Jadot e Kreiz Breizh, d'ar merc'her 15 a viz Ebrel. E-kerzh an devezh-se en doa graet e droad asambles gant Mona Bras, hi kuzulierez rannvro Breizh ha mouezh UDB - Unvaniezh Demokratel Breizh-. Gwelet an traoù war an dachenn hag embann o soñj diwar-benn politerezh al labour-douar en Europa a zo bet graet gante e-kerzh an devezh-se.

E-giz-se o doa bet tro da welet ur gwenaner e Trabrivan evit komz diwar-benn stad mantrus ar gwenan da heul al louzaouiñ chimik a vez graet er parkeier. Kejet o doa ivez gant tud ar gevredigezh « Sous le vent, les pieds sur terre ». Ar gevredigezh-se a stourm a-enep ar raktres sevel ur c'hraou industriel evit genel moc'h bihan e Trabrivan. Bez 'oant bet ivez o weladenniñ lise Diwan Karaez. Eno o doa kejet gant renerien ha kelennerien zo eus al lise. Ar re-se o doa displeget dezhe : pegen diaes eo kas war-raok ur gelennadurezh a galite en brezhoneg gant lezennoù ar Stad... An Doktor Roudaut, prezidant komite difenn ospital Karaez, en deus digaset da soñj dezhe e ranker kaout servijoù yec'hed tost eus an dud memes war-ar-maez pa ne vez ket kalz a dud o chom ken.

Da noz ouzhpenn kant den a oa en em vodet evit ur meeting-diviz e koc'hu Karaez.

A-benn kenderc'hel gant al labour war an dachenn ha sevel obererezhioù nevez hon eus ezhomm eus soñjoù ha skoazell an holl dud a soñj dezhe eo a-bouez ar menozioù a vez difennet gant Ekologiezh Europa

Neuze e pedomp ac'hanoc'h d'un emvod a vo dalc'het e Rostrenn d'ar yaou 7 a viz Mae e sal ar feunteun da 8e 30 noz.

Evit COCA Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.