Kejaj : arvest nevez bagad Lokoal-Mendon

Agenda publié le 29/04/09 9:53 dans Festivals par Gwenael Dage pour Ya !
t:2
https://abp.bzh/thumbs/14/14952/14952_1.jpg
Bagad Roñsed-Mor Lokoal-Mendon en em gavo war al leurenn d’an 8 a viz Mae gant Dom Duff Louise Ebrel Pat O’May Pascal Lamour Gilles Servat ha Samuel Le Henanff evit enrollañ ur bladenn live.
https://abp.bzh/thumbs/14/14952/14952_2.jpg

D'ar Gwener 8 a viz Mae da zont, da 8 e 30, e vo diskuliet e sonadeg nevez gant bagad Lokoal-Mendon evit ar wech kentañ. Gantañ war al leurenn e vo sonerien ha kanerien en deus bet tro da labourat gante er bloavezhioù diwezhañ.

Enrollet e vo ar sonadeg veur-se dirak an arvesterien e-sell da embann ur bladenn live a-benn an hañv da zont. Dalc'het e vo an arvest-se da-geñver an Trofe Roñsed-Mor a vo aozet eus ar 6 d'an 10 a viz Mae.

Daou vloaz goude bezañ lidet o ugentvet Trofe Roñsed-Mor, setu deuet poent d'ar Roñsed-Mor lidañ daou-ugent vloaz o bagad bet krouet e Lokoal-Mendon er bloaz 1969 gant Alan er Vuhé. Abaoe ur pemzek vloaz bennak en deus bet tro ar strollad-se da gejañ gant a bep seurt arzourien war al leurenn. C'Hoant en deus bet da bediñ un nebeud anezhe da sevel ur sonadeg nevez a-benn lidañ e zeiz-ha-bloaz evel m'eo dleet. Setu ma vo klevet gwerzioù ha tonioù da zañsal a bep seurt e-pad ouzhpenn div eur gant Louise Ebrel, ar gan-ha-diskanerez dihesk he startijenn, hag a lusko ar gavotenn diazezet war talmadennoù kaer Paskal Lamour, da skouer. Pep hini eus ar gouvidi a gavo e blas e-kreiz ar bagad da gas an ugent ton bennak a vo roet da glevet en holl. Tonioù nevez kempennet a vo da selaou, hag ivez ar sonennoù o deus kaset brud ar Roñsed-Mor da redek dre ar vro ha betek pell, adkempennet asambles gant Pat O'May hag e c'hitar-tredan rock, Gilles Servat, Samuel Le Henanff hag ar re all.

E-mesk ar sonerien e vo graet lec'h d'un dornad dañserien ouzhpenn-se. Tro o devo ar re 'zo sot gant sonerezh ar vandennad-se da zizoleiñ ur strollad nevez ivez, SKO!, gant Pascal Lamour,Dédé Le Meut, Louise Ebrel ha taboulinerien ar bagad : sonennoù ha ritmoù diroll ! Bec'h d'an trouz... ha d'ar sonerezh ivez. Gwelloc'h mirout e blas abred rak ne vo lec'h nemet d'ut 700 arvester bennak er sal.


Ur Webnoz ispisial

A-bouez-ruz eo da sonerien Lokoal-Mendon, stank ar vrezhonegerien en o zouez, reiñ he lec'h d'ar yezh bep bloaz. Evit ar vugale da gentañ gant an abadenn-vargodennoù “Mab al Loar” kinniget gant ar Pirate Puppet Cie, d'ar Merc'her 6 a viz Mae goude-merenn (5 €). Ur Webnoz ispisial a vo gouestlet d'ar bagad gant Lionel Buannic d'ar memes deiz : atersadennoù ha divizoù e brezhoneg bepred, evit kontañ istor ar strollad ha lakaat ar gaoz war ar sonerezh a vez savet ha kempennet gant ar bagadoù hiziv-an-deiz, ha gant hini Lokoal peurgetket. Kalz a sonerezh a vo er Webnozse ivez gant Gilles Servat, Pascal Lamour ha SKO!, sonerien daou-ha-daou, Louise Ebrel... Digor d'an holl e vo an abadenn, evit netra, evel da gustum. Un digarez d'en em gavout tost ouzh arzourien a-feson !


Ur roll eus ar bravañ

Hag ivez, e-pad an Trofe, ur sonadeg en iliz Mendon gant Kevrenn an Alre, Nolùen Le Buhé ha Régis Huiban, ar familh Le Meut, Le Meut/Le Blay/Le Henanff, d'ar Yaou 7 a viz Mae da noz (7 €). C'hoarioù hengounel d'ar Sadorn goude merenn tro-dro d'ar sal Emeraude (3 €),digor-kalon sonet d'abardaez-noz gant Ciapolino/Conq, an triad Botuha/Guingo/Quillay, Bagadig Roñsed-Mor (digoust). Fest-noz vras gant Kendirvi, Startijenn, Brou/Hamon/Quimbert, Bagad Sant-Maloù, Moal/Chaplain (7 €). Hag ar c'henstrivadegoù boas d'ar Sul : sonerien daou-ha-daou, bombardoù,pipe-bands, Trofe MacCrimmon (binioù bras e-unan), taboulinerien o-unan (digoust)...


Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Sonadeg KEJAJ : d'ar Gwener 8 a viz Mae, adalek 8e30, sal Emeraude, Lokoal-Mendon, 14 € ma vez prenet e ziked en a-raok (16 € war al lec'h).

Pass Week-End (sonadeg en iliz, sonadeg ar bagad ha fest-noz) : 25 €.

Tikedoù da brenañ war lec'hienn internet ar bagad, en davarn Dundee e Mendon, e ti-kêr Lokoal-Mendon, hag er stalioù Coop Breizh en Oriant, Breizh ma Bro en Alre, Lenn ha Dilenn e Gwened, pe c'hoazh dre lizher : kas ur chekenn war anv ar bagad (evit KEJAJ : 14 € evit pep tiked) hag e chomlec'h da vBagad Roñsed-Mor, Kerdréan, 56550 Lokoal-Mendon.


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.