Emvod foran evit kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Savenneg

Communiqué de presse publié le 27/04/09 9:39 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar c'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg. E-kerzh an emvod e vo lâret deoc'h pelec'h e soñjomp staliañ ar skol adalek miz Gwengolo 2009 :

D'ar Meurzh 5 a viz Mae 2009

Adalek 8 eur 30 noz

“La Perverie”, sal 3

E KAMBON (44750)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perak krouiñ ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009 ?

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù hag evit ober ur poent war ar raktres.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?