An Dasson 69 a zo deuet er maez

Sommaire publié le 21/04/09 11:26 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/14/14857/14857_1.jpg

An Dasson 69 a zo deuet er maez Deuet eo er-maez niverenn 69 ag An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h a bep seurt èl-kustum : ur pennad a-zivout stad an natur e-pad ar mizioù du get Patrig Dréan, tri istor fentus hag ur pennad-kaoz get ar skrivagner Yann-Bijer, a-ziàr ar pezh a ra danvez e levr diwezhañ « Avel Gornôg », da lâret eo buhez ar Vigouterien àr-lerc'h ar brezel-bed kentañ, met ivez un dastumeg lârennoù nebeut anavezet, pe nebeut implijet get an dud hiziv an deiz bepred, bet kavet aze hag ahont get Patrig Dréan e-ser e lennadennoù. Kavout a reoc'h ivez un atersadenn e galleg get Jean Bonnefon - konter, kaner ha kazetenner anezhañ a stourm evit ar sevenadur okitan - a-ziàr dazont ha perzhioù dibar ar yezhoù rannvro. Hag a-benn ar fin, ur rummad en-dro d'al levrioù ha d'ar pladennoù, ha div fablenn skrivet get Isabelle Pellé ha troet get Gilles Pennec, a c'helloc'h lenn a-barzh.

An Dasson niverenn 69 a c'hell bout prenet e stalioù levr 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (an Alré); Stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.