Skol Diwan Ar Meziaer : dorioù digor ha prezegenn ar yezhour Gilbert Dalgalian

Communiqué de presse publié le 20/04/09 9:09 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo Skol Diwan Ar Meziaer ouzh ho pediñ :

- d'an dorioù-digor a vo aozet e skol Ar Meziaer d'ar Sadorn 25 a viz Ebrel,adalek 9 e 30 diouzh ar beure ha betek 2 eur goude merenn. Gweladenniñ ar skol a c'helloc'h ober,kaozeal asambles gant ar skipailh pedagogel ha gant tud ar vugale. Moaien z' eus enskrivañ ho pugel a-benn an distro-skol a zeu.

- d'ar brezegenn graet gant Gilbert Dalgalian war al liesyezhegezh abred, d'ar Sadorn 25 a viz Ebrel, adalek 3 e 30 gm er Meziaer, sal Emile Carron, e-kichen an ti-kêr.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh ha/pe m'ho peus bugale, deuit d'an dorioù digor pe/ha d'ar brezegenn !

Titouroù a-zivout an emvod : 02 23 25 56 22


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?