Skol Diwan Ar Meziaer : emvod kelaouiñ foran e Gwinieg

Agenda publié le 1/04/09 6:45 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Diwan
t:2
https://abp.bzh/thumbs/14/14701/14700_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/14/14701/14700_2.gif

D'ar Yaou 2 a Viz Ebrel, adalek 8 e 30 noz e vo aozet un emvod kelaouiñ foran e Gwinieg (sal liesimplij) gant skol Diwan Ar Meziaer bet digoret e Gwengolo 2008.

Tud e karg eus Diwan a vo war al lec'h evit kinnig Diwan deoc'h, en o zouez rener skol Diwan Ar Meziaer, (ar mont en-dro kevredigezhel, aozadur skol Diwan Ar Meziaer, an hentenn pedagogel). Laouen e vint o respont ouzh ho koulennoù.

Skolioù Diwan a zo Laik, digoust ha digor d'an holl.

A-drugarez d'an hentenn pedagogel dre soubidigezh, e teu a-benn ar vugale da vezañ divyezhek da vat. Desket e vez ar brezhoneg ganto dre un doare naturel hag e vez tizhet ganto ul live a varregezhioù heñvel e galleg hag e brezhoneg. Ar soubidigezh a ra berzh e skolioù Diwan abaoe muioc'h a dregont vloaz. Komz meur a yezh : ur binvidigezh hag ur chañs ouzhpenn evit ar vugale.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh ha/pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.