Degemered 2009-2010 en ESSM Breizh: Prientiñ ar genstrivadeg kelenn divyezhek brezhoneg-galleg

Communiqué de presse publié le 30/03/09 5:06 dans Langues de Bretagne par Gwenole Larvol pour Gwenole Larvol
https://abp.bzh/thumbs/14/14667/14667_1.gif
https://abp.bzh/thumbs/14/14667/14667_2.jpg

Peogwir e vezer o c'hortoz c'hoazh divizoù Ministrerezh an Deskadurezh Stad evit a sell adaozañ stummadur ar gelennerion, emañ renerezh an ESSM o vont da zigeriñ ur c'houlzad degemered evel kustum evit ar bloavezh 2009-2010. Reiñ a ray tro d'ar studierion enskrivet evit ar bloaz (2008-2009) en A3 pe un aotreegezh war e anv c'hoazh (pe un diplom all, bachelouriezh+3) da brientiñ kenstrivadeg kelennerion ar skolioù divyezhek galleg-brezhoneg.

Eus an 2l d'ar 26vet a viz Ebrel e vo moaien da lakat e anv war lec'hienn an ESSM (www.bretagne.iufm.fr). Disadorn, ar 16vet a viz Mae, e vo an amprouadennoù matematik ha galleg (GLD) ha dilun, ar 15vet a viz Mezheven, e vo an amprouadenn vrezhonek dre gomz (deiziadoù war ziviz c'hoazh).

Diorren a-walc'h a ray ar vicher kelenner divyezhek er bloavezhioù da zont. Ezhommoù bras zo da stummañ. Yalc'hadoù 5000€ ar bloaz a vo kinniget d'ar studierion M1 (pe KS1) ha M2 ar micherioù kelenn divyezhek galleg-brezhoneg gant rannvro Breizh adalek an distro-skol 2009.

Evit goût hiroc'h: ugb.mail@free.fr pe www.ugbrezhoneg.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?