Atlas nevez ar yezhoù gant an UNESCO - Emañ c'hoazh ar brezhoneg war roll ar yezhoù en arvar bras

Communiqué de presse publié le 19/03/09 5:12 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/14/14543/14543_1.gif

D'an 19 a viz C'hwevrer 2009 e oa bet embannet gant an UNESCO ur stumm nevez eus e atlas eus ar yezhoù en arvar. Gwelet a ra Ofis ar Brezhoneg, gant keuz, daoust ma n'eo ket souezhet-bras, emañ c'hoazh ar brezhoneg war roll ar yezhoù “en arvar bras”. Kadarnaet eo an dielfennadenn-mañ gant disoc'hoù sontadeg TMO kenurzhiet gant Fañch Broudig hag a zo bet kinniget d'ar gazetennerien ar sizhun dremenet.

E-pad an dek bloavezh diwezhañ eo aet politikerezh yezh ar strollegezhioù war an tu mat e Breizh. Gant ar galloudoù foran, an Ofis, ar c'hevredigezhioù, e vez kaset da benn ul labour bras, n'en deus ket e bar en hon istor. Gant ar C'huzul-rannvro, da skouer, ez eus bremañ ent ofisiel ur politikerezh yezh gant an destenn diazez a oa bet votet e miz Kerzu 2004. Anat eo, koulskoude, n'eo ket bet lakaet an doareoù efedusañ da advevañ ar brezhoneg da vont en-dro da vat c'hoazh. En deskadurezh emañ an Ofis o soñjal peurgetket, rak kaer o devez an hentadoù divyezhek mont war-raok, ret e vez dezho talañ ouzh diaesterioù bras evit a sell ar frammañ, ha skoilhet e vez o emdroadur. Dre se eo anat ne vo ket tizhet pal ar C'huzul-rannvro, a oa kaout 20 000 a vugale en hentadoù divyezhek ac'hann da 2010 (un tammig ouzhpenn 12 000 zo hiziv an deiz). Un dachenn strategel eo an deskadurezh koulskoude, ha n'eus nemet ganti e vo gallet, a-benn ar fin, reiñ lañs en-dro da dreuzkas ar yezh er familhoù. Evel ma skriv an UNESCO d'ar c'houlz ma embann an atlas nevesaet-se, “gant politikerezhioù yezh lañsus ez eus bet gallet kreskiñ an niver a gomzerien evit meur a yezh engenidik”.

Ma fell dimp ez afe buan saviad ar brezhoneg war an tu mat e vo ret pouezañ buan evit ma vo progammet frammadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek. An doare nemetañ eo da suraat amzer da zont ar yezh keltiek nemeti a vez komzet war douar-bras Europa.

Lena Louarn,

Prezidantez Ofis ar Brezhoneg


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.