Un tañva d'ar brezhoneg e Skol-veur Naoned bep Lun

Communiqué de presse publié le 17/03/09 13:48 dans Langues de Bretagne par Kevin Laquaine-Jakez pour Kevin Laquaine-Jakez

Hiviziken e kinnig an SLB Skol-veur kentelioù dizoleiñ ar brezhoneg bep Lun e Skol-veur Naoned. An abadenn gentañ he deus bodet ur pemzek studier bennak, dedennet-bras gant an degouezh. Gallet o deus tañva dindan un aergelc'h plijus ouzh pinvidigezh ur yezh a zo komzet e Bro-Naoned abaoe meur a gantved.

Ar c'hinnig-mañ a respont da ezvezañs ar brezhoneg e Skol-veur Naoned, ha pa vefe er stummadurioù pe en he mont-en-dro pemdez (panelloù, mererezh ar c'hoskor, kehentiñ diavaez unyezhek, ne vez ket brudet nag ar sevenadur e brezhoneg nag ar frammoù kelenn ar brezhoneg, h.a.). Ar saviad-mañ a bad abaoe m'eo bet dilammet ar brezhoneg evel danvez diret en USE(1) ar Yezhoù en un doare amreol da geñver an distro-skol 2004, pa oa trawalc'h a studierien enskrivet evit justifiañ dalc'h an danvez.

An interest eztaolet gant ar studierien evit ar brezhoneg a ziskouez a-walc'h ur wir c'houlenn sokial a rank Skol-veur Naoned e vastañ en ur ziorren ur politikerezh yezh a-du gant ar yezh vrezhonek, diouzh gwirvoudoù yezhel Bro-Naoned, hag a aotrenfe ober gant ar brezhoneg eus ar skol-vamm d'an deskadurezh uhel. An dra-se a c'houlenn da gentañ-penn adlakaat en e blas ar brezhoneg evel danvez diret en USE ar Yezhoù ha sinañ ar garta « Ya d'ar Brezhoneg » kaset war-raok gant Ofis ar Brezhoneg. Anv a zo prest-kaer da staliañ un hentad brezhoneg a-benn respont d'an diouer a dud a-vicher stummet war ar yezh, en deskadurezh divyezhek peurgetket. N'eo ket reizh e vefe rediet ar studierien c'hoant ganto heuliañ seurt kursus mont da Roazhon, o c'houzout ar c'harg arc'hantel a dalvez a-fed lojañ, treuzdougen, h.a.

Ur gwir eo evit annezidi Bro-Naoned gallout perc'henniñ ar yezh vrezhonek. Ur mall eo zoken rak digresk trumm an niver a yezherien, bet stadet gant labourioù kaset da benn nevez zo.

Emgav neuze Dilun a zeu (23/03/09) da 15e30 evit un abadenn nevez er sal 116, savadur Tertre (Chemin de la Censive du Tertre). Deuit niverus !

An intrudu-se a zo e-barzh Skol-veur Boblek Naoned, ul lec'h tabutal ha prezegenniñ digor d'an holl. Blokus an USE-ioù a vag evit gwir ur birvilh-spered hag a ro tro da sevel energiezhioù ha soñjoù ar studierien a bep lec'h, a 'n em vod a-benn-kaer da brederiañ war tuadur al luskad sokial-skol-veur hag emdroadur hollek ar gevredigezh a-vremañ.

(1)Unvez Stummañ hag Enklask

Kement titour a zo : slb.naoned@gmail.com


Vos commentaires :
Ghildas Durand Touz, Dr
Jeudi 9 janvier 2025
Pez 'zo gwir : brezonneg komzet e Loire-Alantik abaoué kanvetoù ! Ghildas Buron, mirour Mirdi Bouc'h Baz, a c'hellfe lar meur a z-traoù ouzh tout se.. Ar pezh a zo sur ivez : e Chateaubriand e voe komzet brezonneg a benn ha tro-war-zro bloavezhioù 1950-1960. Hini diwezhâ a c'helfe bezâ brezonneger diwezhâ, 'voe un tad koz splendus, en doa krouet eun affair d'ober ar jist, affair galvet «Chist Mat» !. D'eoc'h da sentî ma vez c'hoaz mat e jist ! Neketa ? D'éoc'h da vont ! Dalmc'homp mat, atav. Gh. D. T.

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?