Lez-varn Kemper he deus divizet laosken da vont didamall ar c'hwec'h den yaouank oa bet harzet da vare manifestadegoù an nevez-amzer. UDB Kreiz Breizh a zo laouen-tre gant diviz-se.
En tu all da-se e vimp skoaz-ha-skoaz gant an « 23 den a Garaez » ma vez dichañset gante bezañ tamallet evit tra pe dra, goude bezañ bet klevet gant an archerien pe ar boliserien.
A-benn bremañ, ar gevrenn a c'halv an dud da gemer perzh niverus en emgav skoazell a vo d'ar sul 15 a viz Meurzh da 11 eur plasenn an Ti-Kêr e Karaez.
UDB Kreiz Breizh
■