Kampionad Breizh Mell-droad Gouezelek - Tournamant Gouel Badrig e Brest

Agenda publié le 12/03/09 7:18 dans Sport par Ronan Kerléo pour Ligue Bretonne de Football Gaélique
t:1
https://abp.bzh/thumbs/14/14460/14460_1.jpg

Tournamant Brest Gouel Badrig d'ar 14 a viz Meurzh 2009

Derc'hel a ra kampionad Breizh Mell-Droad Gouezelek da vont goude an div droiad kentañ e Gwened ha Naoned. An tennad-mañ a zo hini Brest d'ar 14 a viz Meurzh adalek 1 eur goude merenn betek 7 eur abardaez, e tachenn sport ar Gerzu vihan, straed Jules Lesven.

Un degouezh a-bouez eo evit kleub Brest, ar Gaelic Football Bro Leon. Ouzhpenn-se e vo dalc'het an tournamant er bloaz-mañ da vare gouel Badrig. Un abadenn plijus a vo sur evit ar c'hoarierien deuet deus a bep korn a Vreizh, kemet-se betek diwezhat da noz, e puboù iwerzhonat porzh kenwerzh Brest. Un digarez a vo ivez evit ar c'hleub da ginnig e rochedoù nevez d'an dud, o tont war-eeun deus Iwerzhon.

Pediñ, a ra neuze al Lig Breizhat mell-Droad Gouezelek an holl dud a zo plijet gant ar sport hag ar sevenedur iwerzhonat da gemer perzh d'an darvoud plijus meur-se.


Darempredoù klub Brest
Gaelic Football Bro Leon

(voir le site)
Ronan Kerleo - 06 64 12 24 26
Tangi An Ostiz - 06 79 55 06 95


Vos commentaires :
Mardi 21 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.