Arabat disoñjal : a-benn disadorn e vo ar skrivadeg Erru eo poent lakaat hoc'h anv

Communiqué de presse publié le 4/03/09 4:37 dans Langues de Bretagne par Olier Ar Mogn pour Olier Ar Mogn

Arabat disoñjal : a-benn disadorn e vo ar skrivadeg ! Erru eo poent lakaat hoc'h anv !

Ar blijadur o deus Skeudenn Bro Roazhon ha Pol brezhoneg Skol An Emsav d'ho pediñ da gemer perzh e SKRIVADEG 2009 d'ar Sadorn 07 a viz Meurzh etre 2e 30 ha 5e 30 d'abardaez e Skol-Veur Roazhon 2.

Evit an 3de gwech e vo graet ar skrivadeg en ur sal 200 plas e SKOL-VEUR ROAZHON 2 (AMPHI B8) bali Gaston Berger. Tu vo da barkañ ar c'hirri er parkva, pe dont dre ar metro (metro skol-veur). Deuit holl da gemer perzh en degouezh-mañ gant ho skolidi, mignoned, bugale, keneiled, kerent...

Da heul e vo ur sonadeg gant Jakez ar Borgn ! Plijadur vo !

Adkasit deomp ar fichenn enskrivañ ! sae.bzh@wanadoo.fr

02 99 38 75 83

Ken disadorn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?