Skol Diwan Gwened : Dorioù digor

Communiqué de presse publié le 25/02/09 10:11 dans Langues de Bretagne par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/14/14236/14236_1.jpg

Kemennadenn

D'ar Gwener 6 a viz Meurzh, eus 9 e. da 12 e. hag eus 1 e. 30 da 5 e. g.m., ha d'ar Sadorn 7 a viz Meurzh, eus 9 e da 12 e, e vo dorioù digor e skol Diwan Gwened.

Degemeret e viot gant skipailh kelenn hag AEP (kevredigezh tud ar vugale) ar skol e keit-se.

Ur c'helenn liesyezhek zo gant Diwan, brezhoneg dre soubidigezh ha galleg, un trede yezh adal ar c'hlas 2.

Emañ etre Gwened ha Sene, aes da vont di gant an hent-tizh dre eskemmer hent Roazhon. E-tal meur a c'hennad labour, embregerezhioù ha melestradurezhioù, ez eus servijoù predoù ha diwallerezh er skol. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz eo deuet efedusted kelennouriezh Diwan da vezañ anat.

Evit skol Diwan Gwened :
Kadoriad an AEP : Gaël Le Sauce
Ar rener : Bertrand Deléon

(voir le site) Diwan Breizh
(voir le site) Diwan Morbihan.

Skol Diwan Gwened
3 Hent-Dall Bohalgoù
56000 Gwened
Pgz : 02 97 47 85 92 / 06 11 51 43 15


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?