Kinnig a ra Ar Falz ur staj brezhoneg er skolaj Diwan Plijidy epad ar viz Eost (d'ar 17 betek an 21)

Communiqué de presse publié le 19/02/09 15:23 dans Langues de Bretagne par Jean-René Le Quéau pour Jean-René Le Quéau
https://abp.bzh/thumbs/14/14146/14145_1.jpg

Dalc’het e vo ar bloaz-mañ ar staj brezhoneg gant Ar Falz e skolaj Diwan Plejidi (bro-Dreger) eus ar 17 betek an 21 a viz Eost

Aozet e vez gant ar gevredigezh Ar Falz – hag a zo anezhi abaoe 1933, bet krouet ganti an Embannadurioù Skol Vreizh er bloavezioù 1970 – ur staj yezh ha sevenadur ar vro e brezhoneg, bep bloaz e-kerzh trede sizhun miz Eost. En ul lec'h disheñvel ma vez posubl hag e «Breizh a-bezh». Pleustret e vez war meur a zanvez, e brezhoneg bepred, met c’hoarzhet e vez ivez, ha roet da peb hini e walc’h a blijadur !


Petra eo staj Ar Falz ?

  • Ur staj yezh
    . Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ.

  • Ur staj sevenadur
    . Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...

  • Mont pelloc'h gant ar yezh
    . Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)


    Ar c'hentelioù :
    1 – Deraouerion ;
    2 – Peuzderaouerion ;
    3 – Pleustriñ war ar yezh ;
    4 – Evit mont pelloc'h ;


    Ar stalieroù :
    1 – Anwioù lec'h ;
    2 – C'Hoarioù Breizh ;
    3 – Distagañ ar brezhoneg ;
    4 – Sketchoù e brezhoneg ;
    5 – Urzhiataerezh ;
    6 – Kan ha dañs ;


    Priz ha titouroù all
    Kentelioù, bod ha boued : en oll 150,00 € ;
    Hep pred koan : 150 €

    Kamproù 'zo er greizenn ; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.

    Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.

    Muioc'h a ditouroù diwarbenn ar staj digant :
    Jean-Claude Le Ruyet : kly.leruyet@orange.fr

    Evit hoc'h enskrivañ :
    Darempred ar sekretourva Ar Falz / Skol Vreizh e Montroulez : skol.vreizh@wanadoo.fr
    Tél. : 02 98 62 17 20


  • Vos commentaires :

    Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?