Pleskob : ur spered penn a-raok

Communiqué de presse publié le 6/02/09 2:25 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13982/13982_1.gif

D'ar Merc'her 28 a viz Genver 2009 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant an It. Fruchard, maerez Pleskob, dirak an It. Lean Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a-benn tizhout al label live 2.

E miz Mae 2006 e oa bet roet label live 1 ar garta da gumun Pleskob c'hoazh. Da-geñver lid-digeriñ mediaoueg ar gumun eo bet sinet gant Nelly Fruchard un eil kevrat evit kas 15 ober dindan vloaz.

Kemer amzer da vuzuliañ al labour da gas war-raok, prientiñ pep tra gant aket, staliañ an traoù evit an amzer da zont, sed aze an doare labourat zo gant Nelly Fruchard hag he skipailh. Startijenn e-leizh a zo gant Pleskob ha gellout a rafe reiñ kentelioù da veur a hini evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg er vuhez foran.

An holl oberoù a oa bet divizet kas da benn evit kaout al label live 1 a oa bet graet e koulz hag e kentel. Goude un nebeud mizioù preder evit dielfennañ penaos dont a-benn en deus divizet ar C'huzul-kêr sinañ evit 15 ober nevez da seveniñ dindan vloaz.

Ul lodenn a zo graet pe dost : embann ur pennad-stur divyezhek e pep niverenn eus kazetenn ar gumun pe staliañ panelloù divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr. Panellerezh ar vediaoueg nevez a vo en div yezh da skouer hag ur skoaziad arc'hant a vo roet evit prenañ levrioù e brezhoneg ingal.

Ur sizhunvezh dudi e brezhoneg a vo aozet evit bugale ar gumun ha graet e vo un enklask war soñj an dud da c'houzout pegen dedennet int gant ar skoliañ bugale en div yezh. Mod-all emañ an ti-kêr e darempred gant ar gevredigezh Divskouarn, a labour evit kas war-raok ar brezhoneg e-touez ar vugaligoù a-raok ar skol, a-benn diorren ar brezhoneg gant e erlec'h skoazellerezh-mamm.

Servijoù an ti-kêr a ginnigo teulioù ofisiel divyezhek d'an annezidi evel al levrig-familh, an embannoù ha kement 'zo. E blas a vo roet d'ar brezhoneg bep tro ma vo lidoù ofisiel en ti-kêr, ar pezh a zo bet kroget brav gant an It. Fruchard en he frezennn divyezhek.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.