Karaez, ar gêr gentañ o resev al label Ya d'ar brezhoneg live 3

Communiqué de presse publié le 6/02/09 2:13 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13980/13980_1.gif

Roet e oa bet al label live 3 d'an Ao. Christian Troadeg, maer Karaez, d'ar Gwener 30 a viz Genver 2009 gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. War un dro eo bet sinet gant ar gumun evit goulenn al label live 4 ac'hann da 2011.

Ar gêr gentañ eus Breizh eo Karaez eta o resev al label-se evit ar 24 ober zo kaset da benn abaoe ar sinadur kentañ e 2004.

Ar bodad « brezhoneg » en ti-kêr, renet gant Vincent Abaziou, a zo e darempred strizh gant an Ofis abaoe meur a vloaz. Gant an Ofis eo bet heuliet an traoù, tamm-ha-tamm, a-feur ma veze astennet plas an divyezhegezh e pep lec'h er gumun. A-dostoc'h eo bet graet al labour-se c'hoazh abaoe ma'z eus bet sinet ur gevrat kefridi etre an Ofis hag an Ti-kêr.

Evit a sell ouzh ar panellerezh, 9 ober a zo bet kaset da benn. An holl blakennoù-straed a zo divyezhek, koulz hag ar panelloù-heñchañ war dachenn ar gumun. Savadur an Ti-kêr hag ar re a zo dindan e zalc'h a zo divyezhek o fanelloù. Kefridiet eo bet an Ofis evit kas da benn ur studiadenn war al lec'hanvadurezh hag ar panelloù glad a zo bet lakaet en div yezh. En amzer da zont, kement panell nevez a vo staliet a vo kinniget gant an div yezh par-ouzh-par.

Dre ma vez 15% eus bugale ar gumun o vont da glasoù en tri hentad divyezhek (Diwan, Div Yezh, Diwan ) (ha 25% anezho er skol-vamm) e fell da gêr Garaez kreñvaat he strivoù evit reiñ d'an holl dud an tu da zeskiñ ar yezh n'eus forzh peseurt oad o defe. Aozet ez eus un enklask evit gouzout gwelloc'h petra eo soñj an dud war an dachenn-se. Skoazellet he deus ar skolioù divyezhek staliet e Karaez dre reiñ dezho ur skoazell arc'hant pe zafar pedagogel. Kemer a ra perzh bep bloaz e brudadeg ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien.

Strivet he deus kalz Karaez evit diorren binvioù kehentiñ divyezhek : logo ar gumun, kartennoù-pediñ, kartennoù-bizit an dilennidi, paper-lizher, lec'hienn genrouedad, pennad-stur kazetenn an ti-kêr.

A-benn diorren un implij pemdeziek eus ar brezhoneg er vuhez foran ez eus bet graet 4 ober c'hoazh. Arc'hantaouet ez eus bet ur stummadur dibaouez evit implijidi an ti-kêr a felle dezho deskiñ brezhoneg pe peurzeskiñ ar yezh. Kinnig a ra aozañ euredoù e brezhoneg. Responterez an ti-kêr a zo divyezhek koulz ha kirri servijoù an ti-kêr.

Un toullad oberoù all a zo krog dija hag ul lodenn anezho a vo gwiriekaet a-benn nebeut. Se a zo kaoz eo bet sinet gant ar gumun en-dro evit gounit al label live 4 gant oberoù da beurechuiñ pe da voulc'hañ evel, en o zouez : implijout ar brezhoneg war ar panelloù kelaouiñ elektronek, prenañ ingal levrioù e brezhoneg evit ar vediaoueg, aozañ abadennoù e brezhoneg, stankaat ar c'hentelioù tañva brezhoneg er skolioù, komz brezhoneg e-pad al lidoù ofisiel.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.