Lannoù Telo : Un teulfilm 24' kaset da benn gant Ronan Hirrien, kazetenner e France 3

Revue de film publié le 4/02/09 14:19 dans Cultures par Ronan Hirrien pour Ronan Hirrien
https://abp.bzh/thumbs/13/13965/13965_1.jpg
Sant Telo war e garv e iliz Landelo.
https://abp.bzh/thumbs/13/13965/13965_2.jpg
Sant Telo war e garv e Plogoneg. Gwerenn eus ar XVIvet kantved.

Diskouezet e vo evit ar wech kentañ :

— e Plogoneg, digwener, d'ar 6 a viz C'Hwevrer, da 20 e 30 en Oaled ar gomun.
Ur brezegenn c'hallek vo da heul « War roudoù Sant Telo, eus Arvorig da Gembre », gant Joël Hascoët, e doktorelezh antropologiezh ar relijionoù.
Beilhadeg kinniget gant ar c'hevredigezhioù Trev al Luz (Chapel Sant Telo) ha Komite gevelliñ Plogoneg – Llandysul (Kembre).

— e Landelo, disadorn, d'ar 7 a viz C'Hwevrer, da 14 e 30, er Presbital Kozh.

Skignet e vo war France 3 Breizh disul, d'an 8 a viz C'Hwevrer da 11 e 25, barzh an abadenn Red an amzer.


Lannoù Telo

«Lann» e brezhoneg, «llann» e kembraeg, ur ger a gaver stank koulz e Breizh hag e Kembre hiziv c'hoazh. Talvezout a ra kement ha «manati, peniti» ha degas a ra da soñj eus an amzer ma teuas ar Vretoned da Arvorig. Telo a vije erruet en Arvorig er VIvet kantved, tre d'ar mare ma oa deuet ar Vretoned d'an douar bras (etre ar IVre hag an VIIIvet kantved).

E Landelo e vez enoret Sant Telo bep ploaz da Sul ar Pantekost barzh an droveni anvet “Tro ar relegoù”, unan eus ar c'hoshañ lidoù relijiel e Breizh.

E Bro Gembre, lec'h ma oa bet ganet Telo, e vez degemeret istor ar sant en devezh hiziv evel ul lodenn eus glad ar vro, koulskoude e oa bet ankounac'haet e-pad pell da heul Reform ar brotestanted er XVIvet kantved.

Klask a ra an teulfilm roudoù Sant Telo koulz e Kembre hag e Breizh : en anvioù-lec'h, en ur skrid-buhez e latin eus an XIIvet kantved, hag en ul levr-aviel eus an VIIIvet kantved.

Pemzek kantved istor, marteze ouzhpenn, hag o deus a-wechoù tostaet, gwechoù all pellaet Kembre ha Breizh.

(voir le site) : lec'hienn Joël Hascoët, ul lec'hienn binvidik-tre.
Fotoioù eus al lec'hienn-mañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?