Kampionad Breizh Mell droad gouezelek. Kroget vo en dro e Gwened

Agenda publié le 1/02/09 16:55 dans Sport par Ronan Kerléo pour Ligue Bretonne de Football Gaélique
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13917/13917_1.jpg

Goude un devezhiad kentañ a oa sañset bezañ e Naoned d'an 13 a viz Kerzu hag a oa bet daleet diwar abeg an amzer fall, e vo boulc'het gant ur sezon nevez evit kampionad Breizh Mell-droad gouezelek, d'ar 7 a viz C'Hwevrer e Gwened, e tachenn sport ar Foso, etre 1 eur ha 6 e 30 goude merenn, hag a zalc'ho da vont gant un nozvezh er pub O'Flaherty.

Mall zo war ar 6 klub breizhat perzh er c'hampionad er bloaz-mañ, kregiñ ganti en dro, dreist-holl evit daou vidoc'hig al lig : ar Gaelic Football Bro Dreger (Sant-Ke-Perroz), ha Gwened Vannes Football Gaélique a zo en o soñj en em zibab brav evit o c'hampionad kentañ.

An eil degouezh a-bouez eo aozadur an devezhiad-mañ evit skipailh Gwened, a zo bet savet un nebeut mizioù zo hepken, tro dro d'ur strolladig kreñv a dud sot gant ar sport-mañ. Ganto oa bet aozet brav e miz Du ur stummadur evit ar c'hourdonerien.

Ur gouel a gampionad, dindan paeroniezh Sant Padrig ha Sant Erwan

Pep devezhiad kampionad a zo un tournamant anezhañ, degemeret gant unan deus kluboù al lig, hag a vod an holl skipailhoù all. A-benn fin an devezhiad e vez roet un niver a boentoù da bep skipailh, hervez renkamant an tournamant. Mont a ra ar maout gant an hini a vo ar muiañ a boentoù gantañ da fin ar c'hampionad, o tont da vezañ kampion Breizh. Un digarez eo an devezhioù-se da reiñ un tañva d'hor sport : abadennoù kizidikaat, digor d'an holl, lusket gant ar c'hoarierien, a vez aozet tro dro d'ar c'hrogadoù.

Prantadoù festek a zo eus an devezhioù-se bevet gant ar c'hoarierien ha kement hini a zo kar ouzh ar sport dibar-se, bez' ez int ivez digarezioù brav da zizoloiñ ha da gaout un tañva evit an holl.

Mod-all e lido bed breizhat ar mell-droad gouezelek gouel Badrig da-geñver tournamant Brest d'ar 14 a viz Meurzh hag e vo roet lore ar c'hampion Breizh d'ar 16 a viz Mae 2009 goude tournamant Liverieg, aozet gant ar c'hampion 2008, da-geñver gouel Erwan.

Deiziadur ar c'hampionad

• 1añ devezhiad : d'ar sadorn 7 a viz C'Hwevrer 2009 e Gwened ;

• 2il devezhiad : d'ar sadorn 28 viz C'Hwevrer 2009 e Naoned (tournamant an 13 a viz Kerzu 2008 daleet) ;

• 3de devezhiad : d'ar sadorn 14 a viz Meurzh 2009 e Brest (tournamant gouel Badrig) :

• 4re devezhiad : d'ar sadorn 25 a viz Ebrel 2009 e Sant-Ke-Perroz ;

• Devezhiad klozañ : d'ar sadorn 16 a viz Mae 2009 e Liverieg (da-geñver Gouel Erwan)

---------------------------------------------

Darempred - Kleub Gwened

Gwened Vannes Football Gaélique (voir le site)

Cyril Beyssere - 06 01 93 88 26


Vos commentaires :
Mercredi 22 mai 2024
Trist eo ! Ar skritell evit rein bruderezh evit Kampionad Breizh Mell droad gouezelek a zo skrivet er galleg hepken.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.