''Viva Patata'' : un diskouezadeg dudius evit dizoleiñ an avaloù-douar e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 28/01/09 1:33 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13864/13864_1.gif

Gant Germicopa, un embregerezh arbennikaet war ar c'hrouiñ gouennoù avaloù-douar nevez, ez eus kinniget un diskouezadeg e brezhoneg diwar-benn an torzhelloù hollvrudet.

En diskouezadeg, zo kinniget e Diwan Kemper en devezhioù-mañ, e kaver pevarzek panell bedagogel a ro an tu da c'houzout hiroc'h diwar-benn istor, douaroniezh, ha blaz ar patatez.

Savet eo bet ar panelloù livet-flamm-se evit ar c'hlasoù divyezhek hag ur benveg a zoare e vo evit ar c'helenn e brezhoneg. Kas a reont ivez d'un danvez all, an arzoù-kaer, dre ma kinnigont pennoberennoù krouet diwar gouennoù avaloù-douar liesseurt.

Lakaet eo bet an diskouezadeg e brezhoneg gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis, diwar c'houlenn Germicopa, un embregerezh a zo e sez e Kemper. Un droidigezh aketus a zo bet savet gant troerien ar servij a zo bet laouen o labourat war un danvez a zigor hentoù nevez d'ar brezhoneg.

Evit sellet ouzh an diskouezadeg (hag al levrig pedagogel a ya d'he heul) war ar genrouedad ha/pe he fellgargañ : (voir le site)

Evit kaout an diskouezadeg en ho skol, mont e darempred gant Ofis ar Brezhoneg :
02 51 82 48 35
ofis44@ofis-bzh.org


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.