Brezhoneg e servijoù ar post. Goude Gwengamp, Kemper, Karaez, Montroulez… dalc'homp gant ar stour

Communiqué de presse publié le 25/01/09 13:02 dans Politique par Jean-Marie Salomon pour Jean-Marie Salomon
https://abp.bzh/thumbs/13/13827/13827_1.jpg
Dirak ti post Gwengamp.
https://abp.bzh/thumbs/13/13827/13827_2.jpg
Karaez.

Tost da 150 den o doa kemeret perzh en tolpadegoù aozet dirak tiez post : Gwengamp (50), Kemper (20), Karaez(40), Montroulez (20) da heul galv Emgann, SLB, Ai'ta pe UDB Kreiz Breizh evit ma vefe doujet d'hor yezh hag evit ma vefe ofisialiset ar brezhoneg e servijoù ar post goude komzoù mezhus an Aotroù Amyard. Kelaouet e oa bet labourerien an tier-post hag ar publik diwar-benn hon azgoulennoù.

Gervel a reomp da gemer perzh en tolpadeg a vo dalc'het en Oriant d'ar sadorn 31 a viz genver da 10e30 mintin dirak an Ti-Post. An hevelep azgoulennoù a vo dalc'het e Naoned da 2 e goude merenn d'ar memes deiz e-pad ar vanifestadeg a gengred gant ar 6 stourmer yaouank a vo barnet evit bezañ taolet koaltar war mogerioù rannvro broioù al liger.

En deizioù da zont e embannimp an emgavioù a vo dalc'het evit ar memes palioù e Roazhon.

Un dra vat eo gwelet tud ha strolladoù pe kevredigezhioù liesseurt o kemer perzh en tolpadegoù.

Kinnig a raimp er sizhunvezhioù da zont un emgav d'an holl vretoned kar o yezh a-benn sevel un talbenn stourm efedus en ur dennañ kentel deus ar stourmadegoù zo bet betek bremañ.

Brezhoneg yezh vroadel : Brezhoneg ofisiel !

Jan Mai Salomon


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?